I.
H.b.
1. Diaez spered, kleñved un den foll.
Louzoù kreñv a vez roet en devezh hiziv ouzh ar seurt follentez. Ar mezeg a zaremprede bemdez bed skrijus ar follentez. Ur barr(ad) follentez. Dañjerus eo ar seurt barradoù follentez.
2. Dre ast.
Obererezh diskiant, diboell.
Ober an dra-se a vefe follentez.
3. (db. an amzer)
Follentez avel : avel kreñv-tre, fall-tre. Follentez amzer : amzer diroll.
II.
B.
1. Ober diskiant, diboell.
Ober follentezioù. An traoù na gomprener ket a vezer douget da varn evel follentezioù.
2. Ober diroll.
Ur vro a follentezioù.