1. Pezh mañsonerezh a zoug ar peurrest eus ar savadur.
Dizoleiñ a rez ar font betek ar maen. Gwelet a reer c'hoazh hiziv font un iliz zo bet savet war al lec'h. Diazezañ war ar memes font un ti frankoc'h.
2. Difetis
Diazez.
Ar font eus an holl vertuzioù. Pesked sallet a reas a-neuze ar font eus o bevañs.
&
Trl.
Ober font war udb. : reiñ un diazez, fontañ war udb.
&
Dre ast.
Ober font war ub., udb. : kaout fiziañs ennañ, harpañ warnañ.
Mar grit war ma fedenn nep font, it afo, sur eo an trec'h. Ne c'hallan ket ober font àrnoc'h.
3. Strad (udb.).
Ar bagoù a zegouezhe o font dres rez ar c'hae.
HS. foñs, goueled.
4. Dre verr.
Font-badeziant.
Pa ne c'hallan ket mont betek ar font e c'haller badeziñ gant dour boutin. War ar font en anvas Goulc'hen.
HS. maen-font.
5. Istor
Perc'henniezh eus an douar e-unan hag eus koad ar gwez, en douar koñje, enebet ouzh gwir an tieg.
Ar gwir zo dezhi hag ar font zo d'ar c'hastell. An ti-se zo dezho gwir ha font. Talvoudegezh pevar mil skoed am boa bet e gwir hag e font gant ma fried.
6. Mad diloc'h, anezhañ douar pe savadurioù.
Prenañ douar pe ur font all bennak. N'en devoa tamm font ebet.
&
Leve font : leve a baeer da ub. diwar ur font bnk.
Ministred ar relijion n'o deus mui a leveoù font evit o c'harg.
HS. glad.
&
Madoù-font.