Ur vi-koukoug a gaver gant an Tad Maner e lodenn galleg-brezhoneg e c'heriadur : evit "pelisse" e lenner "foutinen", gant un "t" moullet e-lec'h "l" evel e vije bet dleet. Ar fazi a gaver diwezhatoc'h e geriadur Gregor Rostrenenn (1732) evel adstumm da "foulinenn".