I.
v.k.e.
A. PEMDEZ
1. Lakaat.
Netra ne c'haller da fourrañ en e benn. Petra a rez-te o fourrañ da fri dre amañ ? Fourrañ ur c'hilhog er baner.
[1878] [...] hag a zo fourret hep arvar, forzh diotachoù dezhañ en e benn.
&
Trl.
Fourrañ e fri moan : kuriuziñ.
DHS. choukañ, kouchañ, plantañ.
2. Sankañ.
Fourr da vazh en douar.
3. Dizoare (db. ar baotred)
Kaout darempredoù rev gant (ub.).
HS. c'hoari, fouzhañ, gennañ, gwintañ, tennañ.
B. GOUNEZ.
Plantañ (udb.) en ur doullañ an douar gant ur benveg pikernek.
Fourrañ kaol, fourrañ patatez.
HS. pikañ.
II.
v.g.
Mont don (en udb.).
Hennezh a fourr don er blouzeg.
HS. sankañ.
III.
v. em. PEMDEZ
EN EM FOURRAÑ (E) : en em lakaat (e).
D'ober petra e oant aet d'en em fourrañ eno ? En em fourrañ e kudennoù.
DHS. frammañ.
Fourrañ plomm kalet ha yen e penn ar vuntrerien a ouzoc’h, o douarañ-holl, evel chas klañv, hennezh eo va mennozh. — Brav, brav, Roparzh Mengi, da zorn din ma stardin anezhañ.
Fourra ploumm kaled ha ien e penn ar vuntrerien a ouzoc’h, ho douara-oll, evel chas klan, hennez eo va mennoz. — Brao, brao, Roparz Menguy, da zourn dign ma stardign anezhan.
1877
Référence :
EKG.I.
p.197
Kerkent ha ma voe savet er c’halatrez, ec’h en em fourras donnañ ma c’hellas e-touez ar foenn.
Kerkent ha ma oue savet er c’halatrez, ec’h en em fourraz dounna ma c’hellaz etouez ar foenn.
1877
Référence :
EKG.I.
p.135
Lod a lavar oa bet "enteret" e bered Bourvriag, lod all a lavar oa bet fourret en douar, evel ur c’hi, e kogn ur park.
Lod a lavar oa bet "anterret" e bered Bourbriak, lod-all a lavar oa bet fourret enn douar, evel eur c’hi, e kougn eur park.
1877
Référence :
EKG.I.
p.153
Hag hemañ, ar mec’hiog bihan-mañ, en deus graet e bask kentañ, dre guzh, bremañ [ez] eus un teir sizhun bennak, hag a zo fourret hep arvar, forzh diotachoù dezhañ en e benn.
Hag he-man, ar mec’hiok bian-man, en deuz great he bask kenta, dre guz, breman euz eun teir zizun bennag, hag a zo fourret eb arvar, forz diotachou d’ezhan enn he benn.
1878
Référence :
EKG.II
p.157-158
Da eil e oamp aet hon-daou da welet Bernez a oa er sal e-kichen o klask fourrañ taolennoù lieskementiñ e penn Théo.
2013
Référence :
YUDAL
p115
Mont a reont kuit, dipitet, tra ma soñjan er mac'h a vo en trepas, rak chom a raint da c'hortoz Nasiotis da fourrañ o mikroioù dindan e fri.