Télécharger les mots parents daeraouenn daeraouiñ daeraouus daerouus
Daoust da se, strivañ a ra da stardañ he divrec’h e-dro [sic, en-dro]d’he mabig ; santout a ran war va jod c’hlebiet gant he daeroù ur pok ken tomm hag ur c’hlaouenn, rak un derzhienn spontus a zo ganti, ha c’hoant, ya, c’hoant bras he deus da lavarout un dra bennak, met allas, n’eo ket evit distagañ ur ger…
N’eus forzh, teurel fed a reas ouzh ar micherour didra merc’h an embreger, un Aotrou pinvidik-tre eus Lanuon : « Hennezh a vo va fried ! » eme ar vaouez-se, ur gozh plac’h yaouank lart ha ken divalav ma tlee hec’h ael mat skuilh daeroù kel lies [kellies] tro ma selle outi, ha c’hoazh war ar marc’had e plije dezhi he banne.
Ne ris ket kalz a van ouzh he daeroù, rak gouelañ druz a rae pa gare, da skouer pa c’hwite war ur grampouezhenn, pa dremene ar gannerez hep plediñ raktal gant e c’houez, adal m’ankounac’hae he sivi dareviñ da geñver gouel Sant-Erwan, met kammed ne bade gwall-bell [sic, gwall bell] he reuziad.
Evel boaz, ne baoueze ket da skuilh daeroù ; hag an daeroù, petra int e gwirionez ? takennoù dour, hep mui ken [sic, hepmuiken], ha blaz an holen ganto.
Evit a sell ouzh ar vilonioù mezhus a ziskulias din an den-se, ha zoken an daeroù a skuilhas, leun a vorc'hed, n'on ket evit soñjal enno, na zoken kounañ anezho, hep skrijañ.
"Tremen a ray, Katerina, tremen a ray," a lavar dezhi ha ne ouzon ket hag-eñ emañ he soñj gant an daeroù pe gant he dic'hoanag.
Mots précédents
Mots suivants
daeraouenn