Ar Frañs a zo ar vro ma ever ar muiañ a alkol. Rak-se e sko didruez an Ankoù e-touez ar Frañsizien
Ar Frañs a zo ar vro ma ever ar muia a alkol. Rak-se e sko didruez an Ankou e-touez ar Frañsizien
1943
Référence :
TOAA
p2
Gaou bras a oa kement-se, met ar Frañsizien o deus bet a-viskoazh disfiziañs diouzh ar Vretoned.
Gaou bras a oa kement-se, met ar Frañsizien o deus bet a viskoaz disfiziañs diouz ar Vretoned.
1944
Référence :
EURW.1
p12
Kolaj Sant-Charlez, krouet ha renet gwechall gant Dominikaned, goude-se gant beleien an eskopti, a oa bet fiziet war-dro 1880 en Urzh Breudeur Vari, pe Marianited, savet e 1871 gant Alzasiz, kuitaet o bro ganto evit chom Frañsizien.
Kolaj Sant-Charlez, krouet ha renet gwechall gant Dominikaned, goude-se gant beleien an Eskopti, a oa bet fiziet war dro 1880 en Urz Breudeur Vari, pe Marianited, savet e 1871 gant Alzasiz, kuitaet o bro ganto evit chom Fransizien.
1944
Référence :
EURW.1
p48-49
E-pad ar c'hendalc'h e voe savet komplidi etre ar vrogarourien da eilpennañ an divroidi ha da reiñ lamm d'ar Frañsizien.
E-pad ar c'hendalc'h e voe savet komplidi etre ar vrogarourien da eilpenna an divroidi ha da rei lamm d'ar Fransizien.
1944
Référence :
EURW.1
p.158
- Klevet em eus lavarout eo ar Frañsizien tud difeiz, ken int.
1949
Référence :
SIZH
p.45
En anv an Nasion a Vro-C'hall, / Unvan, dirannus ha divrall, / A-berzh ar roue Loeiz, c'hwezekvet eus an anv, / Ra glevo ar Frañsizien, gant ur skouarn danav, / An urzhiadur aozet gant hon Dilennidi / Evit brasañ mad o c'henvroidi.
En ano an Nasion a Vro-C'hall, / Unvan, dirannus ha divrall, / A-berz ar roue Loeiz, c'houezekvet eus an ano, / Ra glevo ar Frañsizien, gant eur skouarn dano, / An urziadur aozet gant hon Dilennidi / Evit brasa mad o c'henvroidi.
1960
Référence :
PETO
p15
Goude ehan Kotonou, evel ne reomp ehanoù nemet er broioù e dalc'h ar Frañsizien, e pellaomp eus an douar, ha douaroù izel beg pellañ delta an Niger hepken war an dremmwel a laka anat e kuitaomp pleg-mor ar Benin evit hini ar Biafra, hag a zo anezhañ ar rann bellañ e deun Mor Ginea.
Goude ehan Kotonou, evel ne reomp ehanoù nemet er broioù e dalc'h ar Frañsizien, e pellaomp eus an douar, ha douaroù izel beg pellañ delta an Niger hepken war an drem[m]wel a laka anat e kuitaomp pleg-mor ar Benin evit hini ar Biafra, hag a zo anezhañ ar rann bellañ e deun Mor Ginea.
1985
Référence :
DGBD
p20
Note d'étude
Ne gaver tamm testeni eus stumm benel an termen "Frañsez".