Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. 1. Pennad amzer. Ur frapad mat on bet o c'hortoz. Frapadoù zo n'eo ket evit terriñ e gounnar. & (en e furm vihanaat) Chom ur frapadig da brederiañ. DHS. koulz, pred. HS. krogad, maread, reuziad. 2. Stroñs. II. A. (dirak un ak.) 1. (db. an dud) Bandenn, stroll bras. Ur frapad tud, bugale. 2. (db. ar c'hleñvedoù, ar santadoù, ar santadurioù) Barr. Ur frapad paz, poan, riv. Pakañ ur frapad riv. 3. (db. an obererezhioù) Kementad. Ur frapad mat a labour. & Trl. Ur frapad hent : ur pennad. Ober ur frapad hent gant ub. B. (dirak un av.) Pennad. Ur frapad galoupat, redek. Ur frapad mat a vale. & Ent krenn Prantad strivañ. Ur frapad c'hoazh hag e teui a-benn.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

ur frapad terrupl en deus roet d'ar bara-mañ

1732
Référence : GReg pg (il a fait une grande) breche (à ce pain)

Evel-se ne voe ket pell ar frapad : leveoù ar Sent a voe gwerzhet dre bevar c’horn ar vro, ha roet kazi evit netra, rak ezhomm arc’hant a ioa, ha ne gaved ket kalz a dud da deuler war al leveoù-se, rak ar feiz a ioa c’hoazh bev e goueled kalon ar Vretoned.

1877
Référence : EKG.I. p.2

ur frapad mat a vale a zo ac'hann di

1909
Référence : BROU p. 239 (il y a un bon bout de chemin d'ici là)

frapad

1931
Référence : VALL pg accès, bande, brèche (à un pain)

Tu am eus bet d'hen gwelout : unan eus an dipoyerien a oa bet roet din en deiz-se a zeuas diwezhatoc'h da vezañ "boy" din ; ha fae e vije bet ennañ, diwar neuze, kregiñ en ur samm bennak (lod ar boy a oa dougen al letern !), pa zeue din avat mont e tipoy e welen anezhañ oc'h ober frapadoù dougen e-lec'h unan all, netra nemet evit ar blijadur.

1985
Référence : DGBD p35

Tremenet eo da vat ar mare ma ouie an tad-kozh Mazhev, e yaouankiz e dri-ugent vloaz, loc'hañ da c'houloù-deiz diouzh kêr, da vont da gaout lein e ti e verc'h yaouankañ ha karetañ, dimezet gant un noter seizh lev ac'hann, ober ur frapad kaoz ganti ha distreiñ da noz, war e bouezig ha war e droad, e-koulz evit ar banne soubenn er gêr.

1992
Référence : EAZB p. 16

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux