Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. (db. an treuzdougen marc'hadourezh) A. 1. Feurm ur vag. Kemer ul lestr e fred. 2. Marc'hadourezh. [1925] Kabiten ar Vran, den a c’hir, a oa anavezet adalek Brest betek Sant-Malo, ha, pa errue en ur porzh-mor bennak, atav e vije fred oc’h e c’hortoz. B. Dre ast. 1. [1985] Goulenn a sav war ar varc'hadourezh. Ar seurt skeudennoù-se a veze kalz a fred warno. Aes eo kaout fred d'ar moc'h bihan. [1985] Ar varc'hadourien a gave fred d'an danvez a zegasent. HS. digor, disamm, diskarg, sav. 2. Implij. Klask, kavout fred d'e arc'hant. II. Dre skeud. (db. an dud) 1. Labour. Klask, kavout fred : klask, kavout labour. Meur a hini all, aet ac'hanen eveltañ da glask fred, n'o deus ket gallet zoken dont en-dro. Kavet en deus fred en ti-se. 2. Poan. Kemer fred gant ub., udb. : kemer poan gant an den-se, gant an dra-se. Me a gemer fred gant hennezh ivez. & Talvezout ar fred : talvezout ar boan. Ne dalvez ket ar fred mont larkoc'h. 3. Peadra. Tro-ha-tro hor bo fred da c'hoarzhin ha da ouelañ. A-benn ma kavi ar re-se ec'h eus fred da vale. 4. Trl. Klask fred : klask ub. da zont gantañ evit tra pe dra. Homañ, 'm eus aon, zo o klask fred : o klask ur paotr yaouank. 5. Trl. Ober, reiñ fred : reiñ trubuilh, labour da ub.

Exemples historiques : 
8
Masquer la liste des exemples

fred

1732
Référence : GReg pg fret (loüage de navire pour voiturer des marchandises)

kemeret e fred

1732
Référence : GReg pg freter (un navire, le loüer)

fred

1850
Référence : GON.II.HV pg frét

n'eo ket ker ar fred ac'hann di

1850
Référence : GON.II.HV pg frét

Va lestr a zo e Brest o c’hedal fred ; va martoloded a zo o-femp eus a Borspoder, ha, dre-se, e c’hellan kaout fiziañs enno.

1877
Référence : EKG.I. p.215

Kabiten ar Vran, den a c’hir, a oa anavezet adalek Brest betek Sant-Malo, ha, pa errue en ur porzh-mor bennak, atav e vije fred oc’h e c’hortoz.

1925
Référence : BILZ2 p.168

klask fred

1931
Référence : VALL pg aventure

Er c'hantved tremenet e oa anezho brasañ marc'hadourien dent-olifant ha prenn-ebena a oa er vro, hag anv a vez atav eus "Hent an Eshiraed" a gas da lennoù bras an Ogowe ma kavent war o ribl fred d'an danvez a zegasent.

1985
Référence : DGBD p39

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux