v.k.e.
1. Gwall zispign.
Kement arc'hant a c'hounez, tout o dispign hag o frip. Ne denn e fri eus an davarn ken en deus fripet e wenneg diwezhañ.
DHS. dismantrañ, foetañ, foranañ, frigasañ.
&
Trl.
Fripañ e drantell, fripañ e zrouin : dispign hep muzul.
2. Laerezh (madoù).
An impalaer o fripañ douaroù an Iliz.
3. Ent strizh
Embann e gaou ez eur perc'henn war skridoù, mennozhioù zo.