I. V.k.e.
1. Lakaat (ub.) da vezañ barrek(oc'h) da ober gant ar galleg da yezh pemdeziek.
Gallekaat a reas ar Stad c'hall tud Breizh-Izel dre ar skolioù.
2. Reiñ ur stumm gallek d'ur ger dianav er yezh-se.
&
Ent strizh
Skrivañ, distagañ anvioù brezhonek, an anvioù lec'hioù hag an anvioù tud dh., diouzh doare ar galleg.
Gallekaet e vez "Kroashent" e "Croissant", "Floc'h" e "Floch" pe "Flok".
II. V.g.
Dont da ober mui-ouzh-mui gant ar galleg.
Aet eo Goueled-Breizh buan war c'hallekaat goude 1945.