I.
1. [1732, 1850] Anv a arouezer gantañ lies spesad gwazi gouez eus ar genad Branta.
2. Ent strizh.
Ar spesad Branta bernicla.
3. Garreli boutin : spesad e anv Branta bernicla.
&
Garreli fas gwenn, garreli dremm gwenn : ar spesad Branta leucopsis.
&
Garreli-Kanada : ar spesad Branta canadensis.
&
Garreli krubuilh-ruz, garreli gouzoug-ruz : ar spesad Branta rufucollis.
II.
[1924, 1931] Kresteneg dour mor dezhañ ur grogenn razek div lodenn, hag a vev stag ouzh tammoù koad war-neuñv, e anv spesad Lepas anatifera.
[1924] Diaochañ tammoù koad hep talvoudegezh, garanet, krignet gant ar garr[e]lied !
HS. kravan.