I.
V.g.
A. Bezañ glaour ouzh e c'henoù.
Glaourenniñ a reont.
Trl.
Glaourenniñ gant an naon : kaout naon bras.
Gwreg ha bugale a c'hlaourenno gant an naon.
HS. glaouriñ.
B. Dre skeud.
1. Kaout avi ouzh udb.
Ar paour-mañ en doa glaourennet meur a wech war-lerc'h an danvez.
2. Trl.
Chom da c'hlaourenniñ : tremen gant e c'hoant.
Rankout a reas chom da c'hlaourenniñ.
3. Fistilhañ.
Chom da c'hlaourenniñ gant an amezeien.
II.
V.k.e.
(db. al liñvennoù)
Redek eus ar fri, eus ar genoù.
He fri ruz o c'hlaourenniñ dour butun malet.
HS. babouzañ.