Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Rannoù glas (I B) ar plant. & Dre ast. Hollad ar plant glas o liv. Ar c'hlasvez a laouena an daoulagad. Dougen a ra an Douar frouezh, bleuñv ha glasvez. Glasvez ar c'hoadoù. N'eus ket kalz a c'hlasvez amañ. 2. Plant glas debradus. Un debrer glasvez. DHS. c'hwervizon, letuz, saladenn. HS. glazadur. 3. Peurvan, leton. Astenn war ar c'hlasvez. Un tachad glasvez. 4. Bezhin heñvel o delioù ouzh delioù letuz, o anv spesad Enteromorpha compressa.

Exemples historiques : 
17
Masquer la liste des exemples

glasvez

1850
Référence : GON.II.HV pg glazadur

glasvez

1850
Référence : GON.II pg glazvez, glasvez

glasvez

1850
Référence : GON.II pg glazvez, glasvez

n'eus ket kalz a c'hlasvez er c'hoajoù bremañ

1850
Référence : GON.II pg glazvez, glasvez

ar glasvez a laouena an daoulagad

1850
Référence : GON.II.HV pg glazvez, glasvez

E-touez an avalenned a zo dasstrewet er gompezenn-se ez eus div wezenn all, un ivinenn hag un dervenn, o sevel kef-ouzh-kef, unanet ganto o barroù ha kemmesket o glasvez.

1923
Référence : SKET p.72-73

Eured Nemos (an Neñv) eo gant Anderix (« rouanez-veur », an Dirien-doueez) (1) ; fraoñv-divraoñv e vez ar gwenan a-zioc’h ar bleuñvegoù ; a-bouez-penn e kan an evned war ar barroù ; hag en em c’halv al loened pevarzroadek, en ul lammat skañv ha lirzhin, ouzh gwrimenn ar c’hlasvez ha war ribl an dour.

1923
Référence : SKET p.48

Gronnet tu-ha-tu da hent ar c’harr, ar baotred, ar plac’hed yaouank hag ar vugale a fuilhe dibaouez dirak ar c’hezeg glasvez ha bleunioù.

1923
Référence : SKET p.61

Rak, e lec’h m’emañ an arc’houereed, eno e vez levenez ; eno e sked an heol ; eno e c’hlasvez ar geot hag e vez ar bleunioù en o c’haerañ, en o c’hwezh-vatañ.

1923
Référence : SKET p.75

Hogen, ar pezh n’oufe disklêriañ gerioù eo puilhded ha tevded ar c’hlasvez a c’holo an holl arvor-se.

1923
Référence : SKET p.94

Dirazo e weljont un enezenn hir bevennet e lec’hiennoù a devennoù uhel gwenn-kann kurunet al lein anezho gant glasvez seder ar c’hoadoù.

1923
Référence : SKET p.108-109

"glasvez" gg.

1923
Référence : SKET p.177, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Verdure".

En ur sevel da gaout an neñv o c’hougoulad glasvez, e sellont ouzh ar bed hag e selaouont ouzh kan an evned war o c’hern.

1924
Référence : SKET.II p.49

Kougoulad glasvez ur menez.

1924
Référence : SKET.II p.122 « Geriadurig », "Capuchon de verdure (d’une montagne)".

Evel ur gwiñver e skrimpe en uhelañ gwez, ha neuze, skoachet e-mesk glasvez o c’hernoù, e heulie dre e sell an erered hag ar guped o nijal, ar garaned, ar c’hwiboned hag an elerc’h o vont hag o tont, ar gwazi gouez o tremen hag o tistremen.

1924
Référence : SKET.II p.18

E-kreiz teñvalder o glasvez e sked sae gell-ruz ar gwiñver.

1924
Référence : SKET.II p.47-48

Un drugar eo, pa vezer o tont eus traezhegoù Port-Gentil, kavout amañ douar start dindan e dreid, gant glasvezh [glasvez] a bep tu, gant trouz an tonnoù mor o tont da ruilhal war an traezh, buntet gant avel ar mor bras.

1985
Référence : DGBD p44

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux