Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

I. Str. Plant geotennek bloaziek o anv spesad Stellaria media dezho bleunioù bihan gwenn, a roer da zebriñ d'al loened. Gant ar skorn e teu ar gleizh da vout bresk. Tenn ar gleizh a-douez an ognon ! & Louzaouenn-ar-gleizh : ar plant-se end-eeun. & A-wechoù Gleizh ruz. DHS. brignen. 2. (dirak ur spizer) Ger a dalvez da sevel anvioù plant a denn d'ar gleizh. Gleizh-douar : gleizh. An dour tomm bervet war ar gleizh-douar zo mat-kenañ da wellaat ar gweled. & Gleizh-dour : plant bividik, o anv spesad Samolus valerandi, dezho bleunioù gwenn, a gresk el lec'hioù gleb. & Gleizh ruz : plant, o anv spesad Anagallis arvensis, heñvel ouzh ar gleizh, dezho bleunioù ruz, zo kontammus evit loened zo. Arabat reiñ gleizh ruz d'ar c'honikled. & Gleizh-stag : plant, o anv spesad Galium aparine, dezho bleunioù munut gwenn, a stag ouzh an dilhad pe ouzh kreoñ al loened. II. H.b. Ar plant-se end-eeun pa vezont implijet da voued-glas.

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

gleizh

1499
Référence : LVBCA p84 (mouron)

gleizh

1699
Référence : Har. pg gleizh

kleizh

1850
Référence : GON.II pg kleiz (Mouron ou anagallis, plante. Hors de Léon "klei").

kleizh

1850
Référence : GON.II pg kleiz (Mouron ou anagallis, plante).

Note d'étude

Pelleter en e c'heriadur (1752, p1471) a veneg ne oar dare petra a dalvez an termen-mañ.

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux