Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Plant eus ar maezioù, o anv spesad Centaurea cyanus, dezho bleunioù glas a zeu enno en hañv, zo aet rouez abaoe ma implijer louzeier evit lazhañ al louzoù fall en trevadoù. Ar glizin a ziwane e diribin ar c'hleuzioù. & Trl. kv. Glas evel ar glizin, glas-glizin : glas-tre. Daoulagad glas-glizin. & Glas evel ar glizin, ken glas hag ar glizin : morlivet gant ar gounnar. Emañ du-hont e-barzh ar gegin, hag eñ ker glas hag ar glizin.

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

Noazh ez oa e zivhar hag e zivrec’h ; melen-bleuñv-balan ez oa e vleo en e benn, gwenn-bleuñv-spern e groc’hen ha glas-glizin kreizig e lagad.

1924
Référence : SKET.II p.12

glizin

1931
Référence : VALL pg barbeau (bleuet), bleuet, bluet (centaurée à fleur bleu)

liv glizin

1931
Référence : VALL pg bleu

An diavaeziadez, hi, a oa bet dibouezet ganti he c'heveler gant un taol-lagad : ur bouilh paotr, e vlev melenek damrodellet, troc'het berr a-walc'h, un tal uhel, ha daoulagad liv ar glizin, lemm ha speredek ha nevez-flamm, dic'houzvez-krenn ma oant eus ar vuhez.

1949
Référence : SIZH p.42

Met m’ho pije gwelet, tudoù, ar pallennoù dispar ledet war an hent bras dirak pep ti ! pallennoù a bep seurt stumm, aozet holl gant glazur, delioù ha bleunioù a bep seurt liv : elestr, roz, burlu, balan, glizin, pavbran, roz-chas [sic], rosuku, lili ha me oar pere ouzhpenn ! hag an eil kaeroc’h eget egile, met bep bloaz pallenn ebet ne veze par, na tost zoken, d’hon hini, pallenn an ti-butun, graet gant Ann-Mari Aubin.

1954
Référence : VAZA p.40

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux