Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Ger a dalvez da bouezañ war pad ur goañv. Chom a reas eno ur goañvezh. Kontañ an amzer dre nozvezhioù ha goañvezhioù. Goañvezhioù klouar a vez e Breizh. An trede goañvezh brezel. [1924] Teir pe beder c’hoañvezh a zo abaoe. 2. Goañv. Er goañvezh-se en doa kollet div vag.

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

Ne dremen ket a hañvezh, ne da hebiou goañvezh ebet hep na ve c’hwezhet tan ar brezel e lec’h pe lec’h eus ar vro dre uhelegezh, gwarizi, droukrañs, orged, c’hoant d’ar brud, d’ar preizh ha d’ar pennoù troc’het.

1923
Référence : SKET p.20

Ur goañvezh, houmañ a dapas aoned [anoued] war an aod, e-pad ar bezhina : klañv, gwall-glañv, Marc’harid, eizh dez goude, a oa marv.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924)

N’ho peus-hu ket a soñj — pegoulz ? teir pe beder c’hoañvezh a zo abaoe — e vije, bemnoz, dindan sklerijenn al loar, ul liñsel wenn o lammet eus an eil bod lann d’egile.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.948 (Mae 1924)

Hogen e-pad eizh miz goañvezh, ez a ar stêriadoù dour da stêriadoù skorn-[sklaer], hag e rank an hemolc’herien menel war yun en o foukennoù dister.

1924
Référence : SKET.II p.64

Dispac'h Stonewall, kerzhadeg an holen, diskrog-labour mengleuzierien Liverpool, dispac'h bugale Soweto, prosez Bobigny evit an diforc'hañ pe hini Patrick Henry a-enep ar boan a varv, stourm al Larzac pe hini Plougoñ hag ar c'hreizennoù nukleel all harzet, Lip, kastelodennoù hag emrenerezh Buenos Aires, merc'hed Palestina gwisket e du ha follezed plasenn Vae, dispac'hoù demokratel ar reter pe hini ar Jenofl e Portugal, diskrog-labour an holl labourerien e miz Mae 68, harz-labour meur goañvezh 1995...

2015
Référence : DISENT p11

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux