1. Evn bihan greundebrer eus ar c'herentiad Passeridae a arouezer meur a spesad gant e anv.
HS. filip.
2. Golvan boutin : ar spesad Passer domesticus, anezhañ un evn kuilh, tev e benn, louet pluñv e gorf gant ur mell takad du war e c'houzoug, gell e lost hag e zivaskell.
&
Golvan ar maezioù : ar spesad Passer montanus, gwenn e zivjod gant un takadig du, gell e benn, gell-melen pluñv e gorf, sklaeroc'h war e gof.
Termen gourel prl., benel en Eusa.
Lenn a reer e GON.II e veze graet aliesoc'h gant "gelvin" pe "gelven" eget gant "golvaned". Meneget eo geriaoueg an IXvet kantved gant Kervarker e GON.II.