Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
4
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.g. 1. (db. an deiz) Dont da vezañ anat. Pa c'houlaouo an deiz ez aimp kuit. Bez' edont en aon da welet o c'houlaouiñ an deiz ma tleent bezañ lakaet d'ar marv. [1878] 2. Teuler gouloù. Ur c'houlaouenn evit sklaeraat en deiz hag unan all evit goulaouiñ en noz. Setu dija an devezh kaer-se o c'houlaouiñ. 3. Dre skeud. Degas sklêrijenn. Ar feiz zo bet lakaet da c'houlaouiñ a-nevez. II. V.k.e. (en tu gouzañv) Sklêrijennañ. Ar mogerioù zo goulaouet gant ur gleuzeur war an daol.

Exemples historiques : 
14
Masquer la liste des exemples

goulaouiñ

1659
Référence : LDJM.1 pg luire, poindre

goulaouiñ

1850
Référence : GON.II pg goulaoui, skléria

goulaoui a ra evel ur steredenn

1850
Référence : GON.II pg goulaoui

al levr-se a zo bet goulaouet gant meur a zen

1850
Référence : GON.II.HV pg goulaoui

goulaouet

1850
Référence : GON.II pg goulaoui

gant al loar eo goulaouet

1850
Référence : GON.II pg goulaoui

Ur paourkaezh reuzeudik pep deiz a c'houlaoue, / Ha pep pardaez ivez / A c'halve ar marv d'e dennañ eus a boan.

1867
Référence : MGK p67

Edo an deiz o vont da c’houlaouiñ ; a-raok m’oa re sklaer, edon e koad Kermengi [sic] o kontañ d’an Aotrou de Kerbalaneg [sic] penaos em boa graet va zro.

1878
Référence : EKG.II p.140-141

Ha dezho kaout da vevañs kig-gouez, frouezh ha mel nemetken, ha dour hepken da evadur, ne viras ket kement-se outo a vezañ bras, ha kaer, ha kreñv ; nag a welout, digoumoul o hoal-vat ha difazi o yec’hed, heol un hañv ha pevar-ugent o c’houlaouiñ ar c’hoadoù hag erc’h ur goañv ha pevar-ugent o sammañ an douar hag ar barroù-gwez.

1923
Référence : SKET p.49

Kerkent ha ma teue kentañ skleur an tarzh-deiz da c’houlaouiñ an oabl e weled o sevel en dremmwel, dre greiz al lusenn-veure, daou spes ramzel ha skedus, hag int oc’h enraokaat a gammedoù bras.

1923
Référence : SKET p.60

goulaouiñ

1931
Référence : VALL pg briller

Karget e oa bet da vont da deir eur noz da c'houlaouiñ an dachenn-se dre ma oa ur priñs Cantacuzene bennak o klask gounit ar maout da vont ar buanañ etre Londrez ha Kêr ar C'hap : evit doare e ranke ober un ehan war dachenn Libreville.

1985
Référence : DGBD p148

Ar pep brasañ eus ar savadur a yae d'ober ar c'helc'hva goulaouet a-ziwar-laez, hag a aloube tost ar rez-leur en e bezh.

2012
Référence : DJHMH p. 74

Al loar a c'houlaoue e zremm e-keit m'edo o komz, ha plijet e oa ar plac'h o sellout outi, rak anezhi e teue ur seurt madelezh naturel didro, a c'hiz kozh.

2012
Référence : DJHMH p37

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux