Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Rousin karrekaet boull pe divoull, melen, orañjez pe ruz, a gaver tammoù anezhañ war aodoù ar Mor Baltel hag a implijer en ebenouriezh hag er bravigerezh. Chapeled goularz. Ur c'harlantezenn a c'hreun goularz. Goularz melen. 2. Goularz gris : danvezenn c'hris zo fetisaet e bouzelloù ar c'hwezherien-bras, dezhi dalc'h ar c'hoar hag ur c'hwezh kreñv heñvel ouzh hini ar musk, a gaver war-neuñv e morioù an trovanoù hag a dalvez da fardañ frondoù. 3. Frond fardet diwar goularz gris. Me a sant c'hwezh al lavand hag ar goularz.

Exemples historiques : 
14
Masquer la liste des exemples

ar maen-touch a denn an houarn, hag ar goularz a denn ar c'holo davetañ

1732
Référence : GReg pg attirer (l'aimant attire le fer, & l'ambre attire la paille

goularz

1732
Référence : GReg pg ambre

chapeled goularz

1732
Référence : GReg pg ambre

goularz gris

1732
Référence : GReg pg ambre

goularz melen

1732
Référence : GReg pg ambre

goularz

1850
Référence : GON.II pg goularz (Ambre jaune ou succin, substance bitumineuse que la mer rejette sur cetraines côtes).

Hag ar pezh am c’hadarna em c’hredenn eo m’o deus lavaret an drouized din e rankas gourvibien Manos ha Bena, da dizout glann mor ar Goularz (pe mor an Hanternoz), ober hent, a-dreuz d’ar c’hoadoù derv, war-du ar c’huzh-heol.

1923
Référence : SKET p.47-48

"goularz" g.

1923
Référence : SKET p.177, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Ambre".

An doue a reont anezhañ Abelio pe Avelio (5) hag a ziskouezont o kantren dalc’hmat dre ar bed, a zigouezhas, un deiz, war glann ar mor ma tastumer ar goularz.

1923
Référence : SKET p.33

Eus an traezh e teu dezho gwennded o c’hroc’hen, eus ar goularz melended o blev, eus ar mor glasted o daoulagad, eus ar c’hregin liv damruz o divoc’h hag o ivinoù.

1923
Référence : SKET p.33

An douaroù treuzet gant an Albis, ar Visuria hag an Amisios, a zo anezho ar pezh a anver bro an Teir Stêr pe c’hoazh bro ar Goularz (Vebrulandon), dre ma ’z eo war draezhennoù-mor ar vro-se e tastumer ar goularz-tonn.

1923
Référence : SKET p.125

An eosterien goularz ha mel (2).

1924
Référence : SKET.II p.67

goularz

1931
Référence : VALL pg ambre

Darempredoù a zo bet a-viskoazh etre an Henc'hresianed ha pobloù an Hanternoz pe ar Gwalarn - Kelted pe C'hermaned - gras da genwerzh ar staen hag ar goularz da gentañ, ha, pell-pell goude, gras d'an darempredoù stank a veze etre Impalaeriezh Bizañs hag ar Skandinaved, anvet Rus pe Varegiz, darn anezhe o servijañ evel gopr-soudarded e Konstantinopoulis.

2016
Référence : ILIAS P 8

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux