1. A sell ouzh ar baotred, dre o doare, o neuz, h.a.
Un temz-spered gourel. C'hoantoù gourel.
ES. gwregel.
2. Yezhad.
A sell (e yezhoù zo) ouzh ar boudoù par hag ivez, dre ast., ouzh boudoù pe draoù par pe barez.
Gourel eo an anvioù paotred, pared-loen hag an darn vrasañ eus an anvioù traoù e brezhoneg.
DHS. nepreizh.
ES. benel.
Référence :
SKET
p.153, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) Talvoudegez ar berraduriou »
P. 18, not. 3, hag e meur a lec’h all eus al levr kentañ [...] e kaver « boaz » graet gwregel ("ar voaz") ; el levrioù all e vez graet kentoc’h gourel ("ar boaz") hervez ar c’hiz heuliet peurliesañ e Kerne.
P. 18, not. 3, hag e meur a lec’h all eus al levr kenta [...] e kaver « boaz » graet gwregel (ar voaz) ; el levriou all e vez graet kentoc’h gourel (ar boaz) hervez ar c’hiz heuliet peurliesa e Kerne.