I.
Mare ha stad ar mor etre diwezh al lanv ha deroù an tre, pa vez ar mor en e uhelañ.
Da bet eur e vo ar gourlen ? Pa zeuy ar gourlen. Emañ ar mor en e c'hourlen.
II.
G.
1. Al lec'h en aod a vez tizhet gant ar mor pa vez en e uhelañ.
An hent a heulie ar gourlen.
2. Ar pezh a vez dilezet war an traezh gant ar mor o tiskenn.
Ar goumon-torr a vez kavet distag e-barzh ar gourlenoù.
3. Evel spizer goude "ki" pe "chas" en un Trl.
(db. an dud)
[1924] Ki gourlen : den didalvez.
[1924] [D]igemeret mat int bet, difraezhet, leshanvet : « Didalvez ! chas gourlen ! »
III.
Doar./Stn.
Uhel.
Da bet eur e vo gourlen ar mor ? D'ar mor gourlen e sant ar pesked ar mor o treiñ.
HS. chal, dichal, izelvor, lanv, mare, morad, tre(c'h), uhelvor.
ES. daere.
Paotred ha paotrezed ar bourk holl emaint, war an draezhenn, o labourat, o c'hweziñ tre ma c’hallont, evit sevel tour pe gastell, sternañ lestr pe vag a-raok ar gourlen.
Pôtred ha pôtrezed ar bourk holl emaint, war an drêzenn, o labourat, o c’houezi tre ma c’hallont, evit sevel tour pe gastell, sterna lestr pe vag a-rôk ar gourlenn.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).
An hent a heulie ar gourlen ; en em grommañ a rae en-dro dezhañ : pleg bev war behini ar speredoù dianket o devoa diazezet danevelloù euzhus-meurbet.
An hent a heuilhe ar gourlenn ; en em gromma a rê en-dro d’ean : pleg beo war behini ar sperejou dianket o devoa diazeet danevellou euzus meurbed.