Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
2
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Pedennoù kanet diouzh an noz, er relijion gristen. E-pad an oferenn-bred hag ar gousperoù ez eus bet klevet kan-iliz. Ar gousperoù zo kanet gant an holl ganerien. & (impl. hep gm.) Goude ma voe kanet gousperoù. & (en e furm lies war-lerc'h ar gm. a.) Ur gousperoù trist. Ur gwir gousperoù pardon. & Dre fent Gousperoù ar Raned : anv roet gant ar werin d'ar ganaouenn hengounel ar Rannoù. N'hon eus e Gousperoù ar Raned nemet ur c'hoari gerioù, un diduell evit embreger eñvor ha teod.

Exemples historiques : 
11
Masquer la liste des exemples

gousperoù

1499
Référence : LVBCA p87 (vespres)

gousperoù

1659
Référence : LDJM.1 pg Vespres

gousperoù

1850
Référence : GON.II pg gouspérou

Ne ouzon ket a belec’h e oa deuet an hini a yoa lakaet e penn Sibirilliz ; ar pezh a zo gwir, eo, e-pad an oferenn-bred, deiz ar pardon, hag e-pad ar gousperoù, edo en iliz, sonn en e sav, e dok gantañ war e benn zoken e-pad ar gorreoù hag ar venediksion.

1877
Référence : EKG.I. p.309

An dra-se ne raje netra ; n’eus forzh petra ' vije ; ar maer a c’helle lavaret d’an Aotrou Person peseurt "chap" da lakaat da Sul, war beseurt ton kanañ ar "C’hirie eleison"... Ha da c’housperoù ma'n divije mall ar maer da vont da ober ur "barti domino", pe un abadenn c’hoari-voulloù, e vije barnet ar person, pe vije kontant pe ne vije ket, da ganañ un tamm "Laudate", rak berroc’h eo eget an "Exitu Israel"...

1877
Référence : EKG.I. p.6

Ar Sul-se ’ta, a-raok ar gousperoù, Bilzig gant ar vugale all, paotred ha merc’hed, a oa o c’hoari. Tapet e oa bet da vleiz, dezhañ da dapout ur bleiz all.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 45, p.1067 (Gwengolo 1924)

Ar Sul war-lerc’h, an aotrou person en deus embannet an daou [z]en yaouank, ha, goude ar gousperoù, eo bet graet en Kervarker fest ar c’houlennadeg.

1925
Référence : BILZ2 p.154

« Du-mañ e veze graet Gousperoù ar Raned anezho [ar Rannoù] ».

1944
Référence : EURW.1 p41

Devezh ar Sul e veze katekizoù goude lein, a-raok ar gousperoù.

1944
Référence : EURW.1 p26

[H]ag an hini kreñv er c'hafe, hini kreñv adarre, « da riñsañ ar werenn », ha goude holl, pa oa 'n em dennet ar merc'hed da bourmen d'al liorzh, pe aet d'ar gousperoù, boutailhadoù sistr stouvet war an daol, ur jeu c'hartoù pe zaou, ha lonkañ betek koan, hep sevel nemet evit mont da adreiñ d'an douar ar pezh a vad a oa bet digantañ.

1944
Référence : EURW.1 p27

Digor e oa an nor, du-se, war ar C’hornog, ha drezi e tiskenne betek an daroù koroll didrouz ur bann heol [bann-heol] melenik, - koroll an efl ha moged klouar ezañs ar gousperoù, - a lakae teñvaloc’h ec’honded an nev sakr.

1949
Référence : SIZH p.37

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux