1. Kostez ur menez pe ur run gwelet diouzh an traoñ anezhañ.
Pignat, sevel gant ar c'hrav. Diskenn ar c'hrav.
[1924] [G]welet am eus anezhañ, eñ hag e gure, o sevel gant ar c’hra.
[1954] [...] n' on ket bet savet er vourc'h, met er c'hrav gozh war un tamm tosenn, Krec'h Eliez, hervez ma vez graet diouti, e ti va zad-kozh ha va mamm-gozh, da lavarout eo en ti emaon bremañ o chom ennañ.
HS. naou, pantenn, sav.
2. Ent strizh
Hent o vont war grec'h
Grav an iliz.
— Deomp, eme Fieg ar Moal, deomp da dañva anezho !… Ar person n’emañ ket er gêr, gwelet am eus anezhañ, eñ hag e gure, o sevel gant ar c’hra. Aet int, moarvat, da leinañ d’ar maner.
— Eomp, eme Fieg ar Moal, eomp da dafea anê !… Ar person n’eman ket er gêr, gwelet am eus anean, hen hag e gure, o sevel gant ar c’hra. Aet int, marvad, da leina d’ar maner.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 39, p.864 (Miz Meurzh 1924)
Eno emañ, en traoñ gra Pennenez : bevennet eo gant porzh ar bagoù hag ar palud, an aod Gwenn-Veur ha Porzh Biliek.
Eno eman, en traou gra Pennenez : bevennet eo gant porz ar bagou hag ar palud, an ôd Gwenn-Veur ha Porz Biliek.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924)
War penn ar c’hra, maner an aotrou kont Tremedern, maner Penn-ar-Run, kastell Brechou.
War penn ar c’hra, maner an ôtrou kont Tremedern, maner Penn-ar-Run, kastell Brechou.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924)
Ur gwall bezh labour a oa da ober : ur c'hrav sonn da bignat.
Eur gwall bez labour a oa da ober : eur c'hra sounn da bignat.
1944
Référence :
EURW.1
p84
Mat e oa ar stal ganto, Doue d'o fardono o-daouik, met daoust da se n'on ket bet savet er vourc'h, met er c'hrav gozh war un tamm tosenn, Krec'h Eliez, hervez ma vez graet diouti, e ti va zad-kozh ha va mamm-gozh, da lavarout eo en ti emaon bremañ o chom ennañ.
Mat e oa ar stal ganto, Doue d'o fardono o-daouig, met daoust da se n'on ket bet savet er vourc'h, met er c'hrav gozh war un tamm tosenn, Krec'h Eliez, hervez ma vez graet diouti, e ti va zad-kozh ha va mamm-gozh, da lavarout eo en ti emaon bremañ o chom ennañ.
1954
Référence :
VAZA
p.7-8
Ha piv 'ta ? va fidamdoustig, bep tro, diouzh ar mintin kerkoulz ha goude merenn, kaset e vezen bete hanter-c'hrav gant ur chilhog besk gwenn-erc'h, hag eñ ken doñv hag ur c'hi.