Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Anv a arouezer gantañ lies genad evned-preizh deiz a vent vras hag en em vag diwar c'hagnoù prl., dibluñv o fenn hag o gouzoug hervez ar spesadoù. II. 1. Gup gell : ar spesad Gyps fulvus, gell e bluñv korf, e benn hag e c'houzoug goloet gant dum gwenn. 2. Gup gwenn : ar spesad Neophron percnopterus, dibluñv e zremm, dezhañ ur pigos moan ha hir. 3. Gup du : ar spesad Aegypius monachus, teñval e bluñv, e benn hag e c'houzoug goloet gant dum louet.

Exemples historiques : 
13
Masquer la liste des exemples

gup

1850
Référence : GON.II pg buttur, gûp

guped

1850
Référence : GON.II pg gûp

gup bras

1850
Référence : GON.II.HV pg gûp-brâz

guped

1850
Référence : GON.II.HV pg gûp-brâz

Koulm baour, gwelet e voe gant ur gup krabanek o sachañ war e lerc'h, evel ul laer tec'het, ur pennad reun torret. Ar gup a ya dezhi, digor ha lemm e veg, pa gouezh warnañ, d'e dro, evel ur maen pounner, eus a-greiz an neñvoù, ur pezh labous, un er. E-pad m'edo an daou-mañ oc'h en em gribinat, ar goulm a ya kuit e-biou.

1867
Référence : MGK p20

Nag an erer, nag ar gup, nag ar re vihan anezho, ne ginnigent o gloazañ gant o figos, gant o c’hrabanoù, gant o divaskell (1).

1923
Référence : SKET p.76

"gup" g.

1923
Référence : SKET p.178, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Vautour".

Ar re-se e voe kentañ tropelloù mab-den. Ha setu amañ a be loened e c’hoarveze tropelloù Selvanos, seizhvet mab Manos : ar c’hi-gouez (kû), ar bleiz (bledios), al louarn (lovernos), ar broc’h (brokkos), marc’h gouez ar c’hoadoù, an ejen-meur (uros), an ejen moueek (visontos), an ejen hirdal, ar c’harv (karvos), ar c’harv-meur (alkis), an demm (danios), ar yourc’h (iorkos), an arzh (artos), an tourc’h-gouez, ar c’havr (gabros), ar maout-tourc’h (multos), an avank, ar c’had, an alarc’h, ar waz, an houad, ar yar, ar c’hilhog-gouez, ar c’haran (garanoz), ar c’hwibon, ar vran (branos), an erer, ar gup, ar falc’hun, an naer (natir), ar vaot.

1923
Référence : SKET p.55

En e dreid ez eus skilfoù heñvel ouzh re ar gup.

1924
Référence : SKET.II p.45

Evel ur gwiñver e skrimpe en uhelañ gwez, ha neuze, skoachet e-mesk glasvez o c’hernoù, e heulie dre e sell an erered hag ar guped o nijal, ar garaned, ar c’hwiboned hag an elerc’h o vont hag o tont, ar gwazi gouez o tremen hag o tistremen.

1924
Référence : SKET.II p.18

Uhel-uhel, en oabl glas trellus, e plave ur gup, difiñv, e-giz ouzh o spiañ.

1949
Référence : SIZH p.53

E sujidi nemeto a oa ar mul Alejandro ha daou gi-bleiz o mouezhioù braouac'hus. N'o doa da amezeien nemet ar brini, tev e-giz yer, ha guped an oabl, hag ivez poblad safronus gwenan an dousenn koloennoù bennak, a lakae buhez er c'hloastr, e lec'h ar venec'h aet davet Doue.

1949
Référence : SIZH p.52

Difiñv e oa atav ar gup en oabl berv.

1949
Référence : SIZH p.54

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux