gwalc'het
gwelc'het
D’ar Sul, goude an oferenn-bred, leinet gant ar paotr, pe war ar pemdez, pa n’ ec’h ae ket ar vag d’an aod, Bilzig a gerzhe dre al lanneier, hag e teue gantañ e vec’h a raden hag a valan-bugel : raden evit klenkañ, pakañ ar pesked hag o delc’her fresk, balan-bugel evit ober skubelinier evit skubañ ha gwalc’hiñ an div vag.
Kent diskenn d'e gefridi en iliz, e oa aet ar breur Arturo d'ar stivell d'en em walc'hiñ. Brav e oa houmañ, e disheol ur bodad gwez lore, o stankañ ar vali e tu ar c'hreizteiz [sic, ar c'hreisteiz].
Sevel diouzh ar mintin war-dro c'hwec'h eur pe c'hwec'h eur hanter, en em walc'hiñ hag evañ ur banne kafe gant ur gouignig bennak; d'ar mare-se e c'heller gwelout war an hent dirak an ti an dud faro o vont d'o labour : morianed gwisket gwenn, hironezed pintet war o boteier seulioù uhel, o tostaat ouzh o burevioù pe o stalioù.
Ar sae-gambr a lakae anezhe da wiskañ. An hevelep hini e oa atav. P'he roe din da walc'hiñ em beze doñjer o stekiñ outi. Kemer a raen anezhi gant pennoù ma bizied hag he zeuler er gannerez.
Gwir eo, reoù 'zo a vez gwalc'het o daouarn dezhe met ne dalv ket e kemeromp-holl manegoù. Arabat lakaat an nemedenn da reolenn.
Ur vaouez blev he [sic, he blev] gwenn zo en he sav er gegin, dirak an dar, troet he c'hein ouzh an nor, o walc'hiñ legumaj.
Mots précédents
Mots suivants
gwalc'hiñ