Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. G. 1. Perzh gwan ub. Ur gwander en deus, lontek eo. 2. Diouer a nerzh-korf. An den kozh en deus gwanderioù. II. H.g. Perzh ub. zo gwan. Dre wander ez asante da bep tra.

Exemples historiques : 
11
Masquer la liste des exemples

gwander

1732
Référence : GReg pg foiblesse (debilité)

gwander

1850
Référence : GON.II.HV pg goander

gwander

1850
Référence : GON.II.HV pg goander

gwander

1850
Référence : GON.II pg gwander (Faiblesse. Débilité. Infirmité), ténerded

gwanderioù

1915
Référence : VALL Rakskrid p XVII

"gwander" g.

1923
Référence : SKET p.179, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Infirmité".

Ar gozhni end-eeun evit an dud evurus-se n’oa ket ouzh he heul tuzumadur galloudezhioù an ene hag an holl aridennad-se a vilderioù hag a wanderioù a weler ken alies hiziv o tont a-unan ganti.

1923
Référence : SKET p.69

"gwanderioù" g. lies

1924
Référence : SKET.II p.129 « Geriadurig », "Infirmités".

Ur gwir breder eo din ma c'harg, beleien ger, / Ha gwander ma beli am glac'haro bepred / Rak dic'halloud on bet d'ho tifenn diouzh tud kêr / Mennet d'hoc'h izelaat dre wall ardoù ar bed.

1960
Référence : PETO p15

Amañ e c'heller merzhout war un dro c'hoant oberiañ mab-den, hag e wander.

1985
Référence : DGBD p27

Ma vez moc'het tra pe dra gant stourmerien difeuls ez eo da gentañ peogwir e vez soñjet gante e vo talvoudus a-fed [a-fet] strategiezh da geñver gwanderioù an enebourien.

2015
Référence : DISENT p67

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux