I.
1. Gwechad gwaskañ.
Ar c'hi n'en doa graet nemet ur waskadenn war ma brec'h. Ober div waskadenn d'ober sistr.
2. Hollad an avaloù drailhet a wasker d'ober sistr.
Sistr o redek diouzh ar waskadenn.
3. Gweadenn (2) skañv pe skañvoc'h.
Ober ur waskadenn.
II.
Dre ast.
1. Barrad (poan).
A-vareadoù e teue dezhañ gwaskadennoù poan. Hep gwaskadenn boan ebet.
&
Diren.
Gwaskadennoù skrijus he deveze gant he c'hleñved. Ur waskadenn eus ar re grisañ.
HS. gwaskad, kaouad.
2. Ent strizh (en e furm lies)
Poanioù ar gwilioudiñ.
Dont a reas ar gwaskadennoù.
HS. gwentl(où).
III.
Dre skeud.
1. Steredon.
Fallaenn (4).
Ur waskadenn war an Heol, war al Loar.
HS. mougadenn.
2. Dre ast.
Koumoulenn a vouch udb.
Ur waskadenn zu a guzhe an heol.
DHS. duadenn, bargedenn.