Mes ar voereb n’he doa ket taolet kont en un dra : ar sklerijenn, eus ar prenestr, a bare war boltred Herri. — Doue a bardono ! — en e stern bras, a-zioc’h mantell ar siminal. Ar poltred sklerijennet gwenn, a oa heñvel ouzh ur weledigezh e-barzh an ti teñval.
Hag atav, aze, dirak e zaoulagad, ar gweledigezhioù-se, o kinnig gant ur mousc’hoarzh, da allazigoù e zaouarn, an dra difennet-rik ouzh ar gloareged, hoal gwenngen, flour ha trelatus, o divronn noazh.
- Karout a rafen dirouestlañ ar gudenn : an ere a zo etre tan va c'hig hag ar gweledigezhioù-se ; a vez hentet gante va nozvezhioù.
Edo o tont. Hi an hini 'oa, en traoñ, du-se, er vali c'hlas, o hastout war-du an iliz, hi, ar weledigezh-se, ur marzh ar c'havout anezhi, gwenn-kann-wisket penn-da-benn, nemet he mantilh zu gant he c'hrib uhel war he fennad blev du e-giz askell ar vran.
Ur pennadig goude e tiflukas an heol a-douez ar c'houmoul, hag e voe beuzet ar weledigezh en e skinoù.
Ar furm, en div weledigezh-se, a hentas an noter a-hed an noz.
Ha bremañ m'eo aet ar weledigezh a-zirak va daoulagad, en em c'houlennan ha krediñ a ran enni ha n'on ket evit respont.
Mots précédents
Mots suivants
gweledoniezh