1. Str.
[1499, 1659, 1931] Gwez uhel o anv spesad Alnus glutinosa, sonn o c'hefioù, a gresk war-vord ar stêrioù, al lennoù hag er geunioù.
2. H.g.
Prenn ar gwez-se end-eeun (a dalveze gwechall d'ober gwernioù).
Arruz eo ar gwern, ar c'hoad gwern.
&
Gwez-gwern, ur wezenn-wern : gwern (1), ur wernenn.
Référence :
GON.II
pg gwern (Un seul pied d'aune).
Iwerzhoniz a rae skoedoù gant prenn ivin (iubhar), ac’hano an anv a "iubhrach" a raed anezho, gant prenn gwern ("fern"), gant rusk ("luibne"), ma teuas d’an iwerzhoneg ober gant "fern" ha "luibne" da lavarout « skoedoù » (Rev. celt., 1914, p. 119).
Iwerzoniz a rae skoedou gant prenn ivin (iubhar), ac’hano an ano a iubhrach a raed anezo, gant prenn gwern (fern), gant rusk (luibne), ma teuas d’an iwerzoneg ober gant fern ha luibne da lavarout « skoedou » (Rev. celt., 1914, p. 119).
1923
Référence :
SKET
p.78
Eus ar gwez haleg, elv ha gwern m’edont kludet warno, e tiredas a-denn-askell evned o fluñv a liv gant houarn, o fenn kornek, lemm o figos hag o c’hrabanoù.
Eus ar gwez haleg, elo ha gwern m’edont kludet warno, e tiredas a-denn-askell evned o flunv a liou gant houarn, o fenn kornek, lemm o figos hag o c’hrabanou.
1924
Référence :
SKET.II
p.52
Hag e tistroent d’ar gêr, gante leizh o godelloù, leizh o c’hrubuilh a frouezh gante kuntuilhet, ha, war o divskoaz, pep a guchennad beüt ha pep a c'horzennig gwial, aozilh, kelvez, haleg pe wern.
Hag e tistroent d’ar gêr, gante leiz o godellou, leiz o c’hrubuilh a frouez gante kuntuilhet, ha, war o diouskoa, peb a guchennad beüt ha peb a horzennig gwial, ozil, kelve, haleg pe wern.