Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. [1931] Riblennad douar, geot, pe leton na vez ket gounezet hag a lezer en-dro d'ur park. Kas ar saout d'ar wrimenn da beuriñ. 2. Ribl ur park, ur c'hoad. 3. Riblennad zo etre an hent hag ar c'hleuz pe ar c'harzh. Parkañ e garr war ar wrimenn. 4. [1943] Riblenn. [1943] War wrimenn an douar-bras. 5. SPORT. Riblennad geot, leton, grouan pe traezh a vez en-dro d'un dachenn sport. Stlepel ar volotenn eus ar wrimenn. Gortoz e dro war ar wrimenn. 6. Dre ast. Bevennoù ur pezh dilhad.

Exemples historiques : 
8
Masquer la liste des exemples

gwrimenn

1850
Référence : GON.II.HV pg grimen

Mes sell du-se, er wrimenn ; tosta da welet.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Pa gantree Kassignatos, gant e genvrezelidi, du-hont e bro ar C’hreisteiz ha war zouar-meur ar Sav-heol, pe manet e vijent a-sav e-kreiz al liorzhoù o c’hourizañ kêrioù poblet-ec’hon an darn-se eus ar bed, pe e vijent war ar maezioù ma kresk ar gwez fiez hag al lore, war hentoù poultrennek an Azi pe war wrimenn gouelec’hioù dizour ha dic’hlasvez bro Sour (1), ma voulc’he hini pe hini ac’hanomp, paotr pe blac’h, un danevelladenn pe ma kroge gant ur ganadenn diwar-benn amzerioù kentañ Manos ha Bena, e lavarjec’h, va den mat, ez oa kerkent evel p’he dije c’houezhet un aezhenn distanus, o tont aleman, war hor c’halonoù, hag int ker kras hag hon dilhadoù, hor c’hlavioù brezel, ha sternadoù hor c’hezeg.

1923
Référence : SKET p.40-41

Eured Nemos (an Neñv) eo gant Anderix (« rouanez-veur », an Dirien-doueez) (1) ; fraoñv-divraoñv e vez ar gwenan a-zioc’h ar bleuñvegoù ; a-bouez-penn e kan an evned war ar barroù ; hag en em c’halv al loened pevarzroadek, en ul lammat skañv ha lirzhin, ouzh gwrimenn ar c’hlasvez ha war ribl an dour.

1923
Référence : SKET p.48

Leuniañ dezhañ e bicher a rejont ha mont unan d’e ambroug da wrimenn ar c’hoad.

1924
Référence : SKET.II p.36

Pa veze al lusenn-noz o teraouiñ sevel e gwrimenn ar c’hoad hag er pradeier, p’en em zastume ar brini er gwez en ur goagal, neuze e kemere an doueez ar bugel en eil dorn, ar c’hroc’hen arzh en dorn all, hag e luske da zistreiñ d’ar gêr.

1924
Référence : SKET.II p.14

gwrimenn

1931
Référence : VALL pg bande, bord (d'une forêt, étoffe, etc.), bord (non labouré du champ), bordure (d'un vêtement)

E berr gomzoù, e vije gouzizadur a-stroñsadoù goueled ar mor war wrimenn an Douar-Bras, hag uheladur an Douar-Bras e-keit-se eo a vije kiriek d'an neuzioù eveshaet.

1943
Référence : TNKN p68

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux