1. Luziet.
Sell pegen gwriziennet eo skourroù ar wezenn-se.
2. (db. an dud)
Stag e galon ouzh ul lec'h bnk. ken e vefe poanius e guitaat.
Ar plac'h-se zo gwriziennet en he ostaleri.
&
Bezañ gwriziennet en ur vro : bezañ staget e galon ouzh ur vro, peogwir ez eo hini e hendadoù dh.
Un tiegezh gwriziennet er vro : o chom enni a-gozh.
3. (db. an traoù)
Diazezet mat.
Gerioù gwriziennet start er yezh.
Référence :
GReg
pg (un vice) enraciné (dans l'ame)
griziennet
grisiennet
1850
Référence :
GON.II.HV
pg grisiennet
griziennet eo he zroug
grisienned eo hé zrouk
1850
Référence :
GON.II.HV
pg grisiennet
Ma n’am c’hredit ket, kontit, mar kirit, pet a vugale Plougerne, beleien, leanezed, frered, a zo e Breizh hag er broioù all o prezeg an Aviel hag o teskiñ d’ar vugale lezennoù Jezuz-Krist, hag e velfet eo atav gwriziennet mat ar feiz e Plougerne.
Ma n’am c’hredit ket, kountit, mar kirit, ped a vugale Plougerne, beleien, leanezed, frered, a zo e Breiz hag er broiou-all o prezeg an Aviel hag o teski d’ar vugale lezennou Jesus-Christ, hag e velfot eo atao grichennet mad ar feiz e Plougerne.