Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. Termen a implijer da verkañ emeur o paouez asantiñ (d'udb.). Hama ! Bevit an eil gant egile evel daou bried. HS. ma. 2. Termen a implijer da verkañ emeur o paouez bezañ souezhet. Hama ! Hardisoc'h out bet eget ma voe biskoazh dorn Tristan. DHS. ma. 3. Termen a implijer a-benn sachañ evezh ub. emeur o vont da gomz outañ. Hama, paotred ! HS. ac'hanta. 4. Termen zo un dalvoudegezh c'houlennata dezhañ hag a dalvez kement ha petra a soñjit ? Al lesanv o deus roet dezhi ? "Tarzh an-deiz", un anv brav, hama ? DHS. ac'hanta, hañ.

Exemples historiques : 
7
Masquer la liste des exemples

hama

1732
Référence : GReg pg (he) bien (soit)

hama 'ta ?

1732
Référence : GReg pg (eh !) bien (donc ?)

— « C'hoantek eo da galon, ha da gorf maget mat, / A zo kre ha nerzhus. Hama, va mab, selaou : / Ar gwellañ hent a zo da zastum gwir vadoù, / Da vezañ brudet-kaer zo poaniañ, labourat ; / Hep ober droug morse, atav ober ar mad. »

1867
Référence : MGK p144

"Ned oc'h ket diwar ouenn ho tud-kozh zo marv; ar-re-se kalonek ne vezent diwezhat, da herzel ouzh pep droug ha da ober pep mad; marv int pell a zo, hag e-kreiz o bezioù, ouzh ho kwelet diskiant, poultrenn o relegoù, o eskern o stekiñ dindanoc'h a lavar; ez oc'h tud digalon, tud dall ha tud bouzar. Evel ur reverzhi, droug ar bed o sevel a ya en ho kwazied, ho laka da vervel; ur mergl milliget eo, ur c'hleñved dishegar, savet da gontammiñ pep mad zo war an douar; genel a ra bosenn ha kernez tro-war-dro; ouzh he heul kasoni e pep lec'h, e pep bro, a laka dre ar bed brezel ha lazherezh. Hama, a-barzh nemeur, e vo bec'h hag enkrez : ha penaos ne ve ket ? Pep droug a zo meulet; hiriv an den fallakr zo ar gwellañ deuet. An nebeudig re vat, flastret gant ar re fall, a rank mont da guzhet evit en em ziwall."

1867
Référence : MGK p2

hama

1904
Référence : DBFV pg ama (eh bien ! or)

hama

1904
Référence : DBFV pg ama (eh bien ! or)

hama !

1931
Référence : VALL pg (eh) bien

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux