1. Den a harp (udb., ub.).
Pa voe sinet an emglev e voe unan eus an harperien adalek ar penn kentañ.
An Ao. Jezegou zo bet mignon ha harper "Dihunamb". Harperien ar gouarnamant.
DHS. dalc'her, dalc'hiad, heulier, skoazeller.
2. Ent strizh
Emganner a stourm a-gevret gant un arme reoliek hep bezañ ezel anezhi.
Echu ar brezel e oa an harperien en em zivodet ha distroet d'ar gêr.