1. Mall.
Hast am eus da vont. Mont a rejomp da Vrest ha hast warnomp, hast ganimp. Gant hast e c'hortozed.
HS. prez.
&
Tr. adv.
DRE HAST : buan-ha-buan.
Ar servij a oa graet dre hast en iliz-se.
2. Trl.
Kaout, ober hast a, eus, ouzh ub. : e garet.
Ne rae ket kalz a hast eus e baotr bras. Nebeutoc'h a hast he deus bremañ, diouzh gwelet, ouzh Gwenael. Diwar-neuze ne veze graet hast ebet anezhi.
DHS. joa.
Ar paour a oa e-kichen an nor a astennas ivez prim e zorn ; kregiñ a reas gant hast en tamm bara, ha ker buan e troas kein d’an ti.
Ar paour a ioa e kichenn an nor a astennaz ive prim he zourn ; kregi a reaz gant hast enn tamm bara, ha ker buan e troaz kein d’an ti.
1877
Référence :
EKG.I.
p.150
Hast da Vilzig mont gant e hent.
1925
Référence :
BILZ2
p.127
Ober a rejomp ar veaj hir-se gant e-leizh a dud eus hon anaoudegezh, ar bagonioù a oa leun-kouch ha diskoñfortus ; pep hini a oa gantañ paneradoù boued hag evaj ; alies e chomed eurvezhioù er garioù ; mes ar feiz a galonekae an holl, hast warno da welout mirakloù Lourd.
Ober a rejomp ar veaj hir-se gant e-leiz a dud eus hon anaoudegez, ar bagoniou a oa leun kouch ha diskonfortus ; pephini a oa gantañ paneradou boued hag evaj ; alies e chomed eurveziou er gariou ; mes ar feiz a galonekae an holl, hast warno da welout miraklou Lourd.
1944
Référence :
EURW.1
p65
Ar Vretoned o deus hast da welout ar barzh yaouank Taldir, ha d'en em glevout gantañ evit kas an Emsav war-raok...
Ar Vretoned o deus hast da welout ar barz yaouank Taldir, ha d'en em glevout gantañ evit kas an Emzao war-raok...
1944
Référence :
EURW.1
p.101
Mouezhioù rok a gemenne : « Dre amañ ! Ar soudarded yaouank d’hor c’haout ! En em renkit pevar ha pevar, ha buan ! Hallo ! Un tamm hast, bandenn « bleuien ! » Ni ho tesko da stlejal ho potoù… »
Moueziou rok a gemenne : « Dre amañ ! Ar soudarded yaouank d’hor c’haout ! En em renkit pevar ha pevar, ha buan ! Hallo ! Eun tamm hast, bandenn « bleuien ! » Ni ho tesko da stlejal ho potou… »
1944
Référence :
EURW.1
p.191
Hast am boa da c’houzout piv ‘oa ar soudard kenedus-se, hag a selle an holl outañ evel… pa ne vije ket bet ur paotr e gwirionez.
Hast am boa da c’houzout piou ‘oa ar soudard kenedus-se, hag a selle an holl outañ evel… pa ne vije ket bet eur paotr e gwirionez.
1944
Référence :
EURW.1
p.193
Em gwele gwenn ha blot, e-kreiz dortouer ar re grenn-vras, e kouskis evel ur pab, hast warnon gwelout ar mintin ha tañvaat ur vuhez nevez penn-da-benn.
Em gwele gwenn ha blot, e-kreiz dortouer ar Re Grenn-Vras, e kouskis evel eur pab, hast warnon gwelout ar mintin ha tañvaat eur vuhez nevez penn-da-benn.