heson
Ar vaouez a oa en-dro dezhi c'hwez-tan ar bleunioù-noz, hag he mouezh a oa re bar, gant he flegoù-displegoù da delennadeg an eostig, tomm hag heson.
Mouezh ur vaouez, sklintin hag heson, seurt ma ne veze ket klevet mui gant ar paotr, abaoe ma oa aet d'ar gouent, da lavarout eo abaoe e bask kentañ.
Hag a-hed an aodoù bevennet gant neudenn arc’hant an traezh, pet ha pet kêriadenn, ken skedus an damwel anezho ha ma ’z eo heson o anv : Pausilippo, Torre del Greco, San Sebastiano, Brindizi, Torre dell Annuziata, Sorrento !...
Hag e-keit m’en em stipe e-giz-se gwreg an ti, e stagas da zivizout ganin ur vignonez dezhi, ur Rusianez yaouank, kelennerez-stad evelti : « Ur Breizhad oc’h eta, gouez d’ar manac’h m’oc’h bet eureujet gantañ. Lennet am eus n’ouzon ket e pe levr e vez graet en ho pro gant ur yezh disheñvel-krenn diouzh ar galleg ; daoust ha brav hag heson e vefe ar brezhoneg ?
Ur yezh heson-meurbet ha plijus da glevout eo ; an anv "omyene" roet dezhi gant tud ar vro a zeu eus "myè né" ("me 'lavar") a zo ur ger hag a zeu ganto alies evit digeriñ kaoz.
Mots précédents
Mots suivants
hesonaat