Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.g. A. (db. an natur) Ober un trouz boud hag ingal. Ar stêrioù a hiboude. B. (db. an dud) 1. Trouzal en ur gomz a vouezh izel. Hiboudiñ a reont bepred. 2. Droukkomz. II. V.k.e. 1. Lavaret a vouezh izel. Hiboudiñ un dra bennak e pleg skouarn ub. Un anv bet hiboudet em skouarn gant an avel. 2. Flatrañ. Hiboudet eo bet gant e vreur. Hiboudet e voe meur a veleg. HS. disklêriañ, diskuliañ.

Exemples historiques : 
11
Masquer la liste des exemples

hiboudet

1732
Référence : GReg pg (faire le) bruit (de l'eau)

hiboudan

1732
Référence : GReg pg (faire le) bruit (de l'eau)

hiboudet

1850
Référence : GON.II pg hibouda

hiboudet eo bet gant e vreur

1850
Référence : GON.II pg hibouda

hiboudañ a reont bepred

1850
Référence : GON.II pg hibouda

hiboudañ

1850
Référence : GON.II pg hibouda

Ur vouezh pell, o tont eus ar c’hlann-Veur e-lec’h ma sav dorojoù ruz an abardaez, ha n’halle he c’hlevout nemet an den toc’hor hepken, a hiboude en e skouarn ouzh e c’hervel dre e anv.

1923
Référence : SKET p.70

Dirak an annez-mañ e red didav, noz-deiz, en ur leñvañ hag en ur hiboudiñ war un ton hiraezhus ha klemmvanus, dour eonennet richer Pourpri (pe Poulpri, mar bez gwell ganeoc'h), goude bezañ en em silet dre angelloù prenn rod vras ar vilin gozh he mogerioù iliavek.

1929
Référence : SVBV p.18

Ar wech kentañ e oa dimp arvestiñ ouzh femelennoù kazi diwisk oc'h hiboudiñ war al leur bleñch sonioù gadal.

1944
Référence : EURW.1 p74

Amañ 'z eus kêriadennoù sioul kuzhet a-drek ar c'hleuzioù uhel, na zigouezher enno nemet dre c'haridennoù enk ha teñval, dre wenodennoù moan ha kamm-jilgamm ; er c'hêriadennoù, ez eus tier kozh, gant o dorioù bolzet, merket ur bloaz warno alies, evel 1590, pe 1675, pe 1730 : peadra da soñjal atav er re aet kuit ; amañ 'z eus menezioù moal ha kragek ; saonennoù klenk lec'h ma hiboud ur wazhig-dour ; hag er c'hornad-se e vev ur ouenn gouerien pennoù-fall, distag a bep tu, disfizius ouzh an aotrounez, hanterourien hag emsikourerien dre dreuzlavar, stag d'o zra o-unan dre voazadur, mignoned d'ar frankiz soñjal, d'ar frankiz donemonea, diaes dezho dougen yev beleien ha noblañs, ha nag evit-se tud a relijion, a urzh vat, a zoujañ evit ar galloud leal, sentus ouzh ar Red, dispont ouzh ar re vev met leun a aon rak an teuzoù, ar seblantoù, ar bed all : tud hag a zo pimpatrom c'hoazh, e deroù an XXvet kantved, ar re a veve araozo mil bloaz 'zo.

1944
Référence : EURW.1 p15-16

Mr Hyde a oa ur c'horrig disliv. Disneuziet e hañvale bezañ, hep na ve tu da resisaat e pe geñver e oa nammet; displijus e oa e vousc'hoarzh; en em renet en doa e-keñver an noter gant ur seurt mesk tost argadus a lentegezh hag a herrded ; ouzhpenn-se e komze en ur hiboudiñ, raouliet e vouezh ha groilhet un tamm bennak.

2012
Référence : DJHMH p27

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux