Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

I. 1. (db. ar bevien) Boud e kement ha ma'z eo disheñvel diouzh boudoù all e rummad, ur strollad. Ur grugell verien miliadoù a hiniennoù enni. 2. Ent strizh, boas Den e kement ha ma'z eo unan ha dibar, disheñvel diouzh an dud all. Un hinienn ez on. Bez' emañ ar galloud hag an hiniennoù zo ar galloud en o c'herz. II. Rag. am. (en e furm lies) Un nebeudig tud, traoù. « Deuet ez eus pesked ganit ? - Feiz, hiniennoù. » Hiniennoù zo met n'int ket stank. Hiniennoù anezho a ouie o micher.

Exemples historiques : 
25
Masquer la liste des exemples

hiniennoù

1732
Référence : GReg pg (des) certain(s)

hiniennoù a ro re a absolvennoù hag hiniennoù all a ro re nebeut

1732
Référence : GReg pg absolution

hiniennoù eus ar filozofed

1732
Référence : GReg pg (des) certain(s Philosophes)

bez' ez eus hiniennoù pere a dremen o amzer o vont hag o tont

1732
Référence : GReg pg allee

Gwelet em eus hiniennoù / lod / darn eus ho tud.

1850
Référence : GON.II p.76, "J'ai vu quelques-uns de vos gens".

hiniennoù

1850
Référence : GON.II p.28, livre premier, "quelques-uns, quelques-unes".

Gant an amzer, unan anezho, hag eñ e anv Pilpai, gant aon ned azent da goll, a lakeas hiniennoù dre skrid[.]

1867
Référence : MGK Rakskrid V-VI

Kemeret a reas ul loan, hag, e-pad an noz, edo war vale, o vont du-mañ ha du-hont, da welet hiniennoù ac’hanomp en doa lakaet war an hentoù, war-zu Kastell, da zigas keloù dezhañ e ken kaz ma vije, a-raok an deiz, deuet Canclaux war hor lerc’h.

1877
Référence : EKG.I. p.274

Ne vioc’h ket souezhet eta ma lavaran deoc’h e save krozmol e-touez an dud, ha ma klevet hiniennoù o lavaret, a vouezh uhel, e oa poent derc’hel penn ouzh ar republikaned, ha kas an divroidi d’o bro.

1877
Référence : EKG.I. p.259

Hiniennoù a lavar n’oa tra souezhus ebet en unvaniezh-se o ren etre Manos ha Bena, p’o devoa bevet atav a-gevret adalek o oad tenerañ, ha ma’z oant unanet dre liammoù nesañ ar gwad.

1923
Référence : SKET p.45

Nemet diwar-benn ar c’hi ez eus dael, dre ma talc’h da wir hiniennoù ez oa bet embreget ha desket, kent ganedigezh Veriugodumnos, gant an eontr dezhañ Selgova, a rae gant ar c’hi evit hemolc’hiñ loened.

1923
Référence : SKET p.56

Dianav eo manet ar c’hazh-doñv en Europ e-kerzh ar rann vrasañ eus an Henamzer. Eus an Ejipt eo genidik ha war-dro ar Iañ pe an IIvet kantved goude H. S. hepken e voe deraouet da zigas eus ar vro-se hiniennoù anezhañ d’ar C’hres ha d’an Itali.

1923
Référence : SKET p.63

Hiniennoù anezho [bili] a zo goloet gant ur verglenn rous, ha kavout a reer warno a-wechoù talbennouigoù evel pa vefent bet kizellet gant krignadur an avel.

1943
Référence : TNKN p33

Ar merc’hed a drape hag a drape an toaz ar buanañ ar gwellañ ; rak hiniennoù anezho a oa diwezhat gant o labour.

1944
Référence : ATST p.89

Ar re ac’hanomp o doa sae[où] gwenn, glas, pe wer, o gwiskas, hag ul lid drouizek a voe graet war ur maen, dirak nebeut a-walc’h a dud, rak ne oa ket bet brudet an dra-mañ, gant aon da feukañ hiniennoù, zoken e Kevredigezh Vreizh.

1944
Référence : EURW.1 p.206

Soñj am eus eus hiniennoù a oa ganin er gevrennad ispisial hag a dalvez ar boan lavarout ur ger berr diwar o fenn, rak ober a rejont o hent…

1944
Référence : EURW.1 p.198

Bez' o devoa danvez e kêrioù a zo hiriv c'hoazh perc'hennet gant hiniennoù eus o diskennidi.

1944
Référence : EURW.1 p9

Hiniennoù a gase pennoù-yer, vioù, amann en o fanerioù, da werzhañ.

1944
Référence : EURW.1 p28

Ar pevar Garnoediad en em glaskas, ha hiniennoù eus Kallag a unanas ganimp, Herri Liegard hag e vreur Adolf, mibien d'an apotiker, Jul Herve hag eñ magnous, mab d'an horolajer, ha Frañsiz Prijant, mab d'ar marc'hadour gwin.

1944
Référence : EURW.1 p34

Hiniennoù all, chomet krennarded, a c'hoarie en em hegal hag a c'haloupe ken a ouient, troñset ganto o saeoù gwenn betek o daoulin.

1949
Référence : SIZH p.43

HINIENNOU EUS AR SOUDARDED -o sevel o mouezh ha pep hini o c'harmiñ e boz-

1960
Référence : PETO p51

Abaoe pell 'zo e kroger gant e zevezh en ur evañ kafe. Hiniennoù a zo koulskoude a gav gwelloc'h an te.

1972
Référence : BAHE niv. 75, p.41

Ar pezh a gaven ken unvan da gentañ a welan ennañ bremañ a bep seurt disheñvelderioù, ha tamm-ha-tamm e teu din anaout hiniennoù eus ar seurtoù plant ha gwez.

1985
Référence : DGBD p60

Hiniennoù a gavo bepred tu da begañ en ho kroc'hen, ha ret e vo o zennañ hini hag hini diouzh al lec'h-se, ha ma 'z eo soudarded eo a zo krog ennoc'h o devo bet amzer da voulc'hañ ho kroc'hen deoc'h...

1985
Référence : DGBD p112

Diaes eo sammañ an traoù-se war tachenn ar politikerezh, rak broudañ a ra an dud d'en em vac'hañ e-barzh ur sistem e-lec'h ma ra fae an eil renkad sokial ouzh egile, ur sistem a ouennelouriezh a spered, ur mod boutin da gevredigezhioù direizh an hiniennoù d'en em lakaat da varnerien kalet [galet], strizh ouzh dislavaroù ar re all met morse ouzh o dislavaroù dezhe o[-]unan.

2015
Référence : DISENT p64

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux