I.
1. Bronneg karnek hollzebrer doñvaet ha desavet evit e gig, eus an hevelep kerentiad Suidae ha spesad Sus scrofa hag ar moc'h-gouez dre ma tiskenn anezho.
Ur penn-hoc'h : un hoc'h.
2. Ent strizh
Ar par spazhet deuet d'e vent.
Lazhañ an hoc'h lart. Kig hoc'h. Fest an hoc'h : ar fest a vez graet gant an dud pa vez lazhet an hoc'h.
3. A-wechoù
Par ar wiz.
Kas ar wiz d'an hoc'h.
HS. tourc'h.
II.
1. (db. an dud)
Trl. kv.
Bezañ lous evel un hoc'h : bezañ lous-kenañ.
2. Trl. skeud.
Lakaat ar bas war an hoc'h : lakaat kevret daou dra ne zegouezhont ket.
EVEZH. : s.o. moc'h.
Rankout voe d'ar falc'her, 'raok mediñ e hordenn, / A-raok pilat an hoc'h war e gein oc'h torgenn, / Rankout e voe dezhañ dornañ yud, darc'haiñ sonn, / Evit gallout tizhout bete poull ar galon.
Rankout voe d'ar falc'her, 'raok medi he horden, / A-raok pilat ann houc'h war he gein oc'h torgenn, / Rankout e voe d'ezhan dourna iud, darc'hai sounn, / Evit gallout tizout bete poull ar galoun.
1867
Référence :
MGK
p97
Buan, buan, ur soudard er wezenn da stagañ ar gordenn ma vezo krouget an hoc’h bihan-mañ.
Buan, buan, eur zoudard er vezen da staga ar gordenn ma vezo krouget an houc’h bian-man.
1878
Référence :
EKG.II
p.161
tarv hoc'h
tarv-houc'h
1931
Référence :
VALL
Rakskrid p XXXVIII
Gwechall, a-raok ar reuz, hor beze an deog / Ha, pa lazhed an hoc’h, e roed deomp hon lod. / Ha nep ezhomm, 'vit-se, da gaout an tredeog.
Gwechall, a-raok ar reuz, hor beze an deog / Ha, pa lazed an oc’h, e roed deomp hon lod. / Ha nep ezomm, 'vit-se, da gaout an tredeog.