Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

1. (gant ur v., db. un den, meur a zen) Termen a dalvez kement ha c'hwi hepken. Chomet oc'h hoc'h-unan e-pad keit all ? 2. (gant un ak., ur rag., un ar. displ.) Termen a dalvez da bouezañ war merk an eil gour lies. Ne gomzfec'h ket evel-se ouzh ho pugale hoc'h-unan. Ho hini hoc'h-unan eo. N'oc'h prederiet nemet ganeoc'h hoc'h-unan.

Exemples historiques : 
15
Masquer la liste des exemples

M. Pe en feson ez kirit-hu hoz nesañ eveldoc'h hoz-unan ?

1622
Référence : Do. p26

M. E pe feson e karet-hu ho nesañ evel deoc'h hoc'h-unan ? / D. O tezirout dezañ ar memes mad, pehini a zesiran evidon ma-unan hervez Doue ha rezon, hag ouzh e brokuriñ evitañ evel a rafen evidon ma-unan.

1677
Référence : Do. p27

gant mignoni evit hoc'h-unan ez oc'h kollet

1732
Référence : GReg pg amour

nemet monet a ra[f]ec'h hoc'h-unan

1732
Référence : GReg pg amoindrissement

anez mont hoc'h-unan

1732
Référence : GReg pg amoindrissement (Amoins que d'y aller vous-même.)

karantez hoc'h-unan ho koll

1732
Référence : GReg pg amour

ha c'hwi a c'hello disac'hañ an ed hoc'h-unan ?

1850
Référence : GON.II pg dizac'ha

Hoc'h-unan

1850
Référence : GON.II p.13, introduction, "vous-même".

« Atav oc'h lojet tost da neizh filip an doenn ; / Gwisket e miz Kerzu, evel e miz Even ; / En hañv evel er goañv[,] c'hwi a zo hoc'h-unan, / Ho skeud[,] ho mevel bras hag ho mevel bihan.

1867
Référence : MGK p123

Bremañ me a lavar d'ar pinvidig, d'ar paour : / Mard eo mat deoc'h hiriv ober ur pezh labour, / Stagit gantañ dioc'htu, ha pa vec'h hoc'h-unan, / Bemdez kalonek oc'h [ouzh] ho poan, / Ganeoc'h ez ay buanoc'h da benn / Evit chom da sellet, o c'hortoz an estren.

1867
Référence : MGK p54

Petra rafac'h-c'hwi hoc'h-unan, / Bugale, mar kollfac'h ho mamm ?

1867
Référence : MGK p110

— O ! va mamm, aon am eus ; deuit hoc’h-unan da reiñ dezhañ e damm bara.

1877
Référence : EKG.I. p.149

Nebeut zo euz hon ilizoù ha ne voent ket saotret en ur c’hiz bennak. Hoc’h-unan eo aes deoc’h gwelet n'eo ket gaou ar pezh a lavaran.

1877
Référence : EKG.I. p.172

— « Mezv hoc’h-unan, lonker brein. Ouzhpenn ur varaz[h]ad sistr hoc’h eus evet hiziv. » — « Ha goude ? An dra-se a ra droug deoc’h ? » — « Marteze. » — « Ya ! droug a rafe deoc’h… ur… ur vuredad sistr. Me… me… ur varrikennad ne ra ket aon din. N’eus ket er c’hanton un ever sistr eveldon-me. »

1944
Référence : ATST p.20

— « Diot hoc’h-unan, » eme Job, prim an tamm anezhañ ; « emaoc’h aze o klask lakaat anezhi da gousket. Ho rimadell O, moereb ! O, moereb ! a zo ker sot hag hini ar Gazeg Wenn. Poent deoc’h chañch, pe foutu omp. »

1944
Référence : ATST p.34

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux