Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

1. (e diabarzh ur frazenn prl., en deroù a-wechoù, disrannet diouzh e genarroud kent) [1985] Stagell a dalvez da verkañ un enebadenn e-keñver ar pezh zo bet geriet araozi, o tegas ur strishadenn, ur reizhadenn pe un ouzhpennadenn. Gortoz a rin ur pennad ; hogen ne c'hallin ket chom amañ betek kreisteiz. Prest eo da'z skoazellañ ; hogen goulenn a rez re digantañ. [1985] Da greisteiz hanter e vez merenn, hogen ne bad ket pell ar predoù. DHS. avat, mes, met, nemet. 2. (e deroù ur frazenn, ul lavarenn) [1622] Termen a dalvez da eren div gevrenn eus ur prezeg, div arguzenn a-gevret, o lakaat a-wel al lavared d'e heul. Ezhomm zo kalzik a amzer evit kas an trevell-se da benn. Hogen bez' ez eus unan ac'hanomp en deus amzer a-walc'h p'emañ war e leve bremañ. [1622] Na bermetit ket e kouezhfemp en temptadur. Hogen hon delivrit a bec'hed.

Exemples historiques : 
70
Masquer la liste des exemples

hogen mui

1499
Référence : LVBCA p99, 148 (mais plus)

hogen

1499
Référence : LVBCA p99 (mais)

« Ha me a gontragnez hep nep sperañs a saler da gombatiñ oute, hogen Jezuz-Krist pehini eo sperañs ha kurun ar re a stourm evitañ, hennezh am rekompañso hag em salero[. »]

1576
Référence : Cath p13

Evit-se hi a lavaras veritablemant n'em eus bezet boued digant den, hagen gant ma Salver Jezuz-Krist.

1576
Référence : Cath p19

Kent-se[,] uz a rezon evel maz aparchant ouzh un roue prudant, rak an boeted a lavar [: «] Mar em c'houvernez dre rezon, hervez an ene ez vizi roue [;] hogen, mar em c'houvernez aotramant, hervez an c'horf, ez vizi servijer[. »]

1576
Référence : Cath p10

[«]Hag inkontinant ez aparisas an ael dezhi hag he admonetas da vezañ ferm ha konstant[;] ivez he asuriñ [a reas] na vise ket hepmuiken faezhet gant an re-se, hogen ivez en o c'hoñvertise d'an fez, hag en o c'honduize da vezañ merzherien[.»]

1576
Référence : Cath p12

[«]Hogen bremañ me c'houlenn ouzhit : pe da dra [da betra] ec'h eus-te asamblet kement-mañ a bobl en ven evit azeuliñ ar sotoni a'n idoloù ?[»]

1576
Référence : Cath p6

7. Goud[e]-se ez teu[a]s Kezar d'an palez hag ez lavaras dezhi : [«]Katell, klevet eo geneomp an elokañs a gomzoù hag ez omp ebaiset war an gouvizegezh ac'hanout, hogen ampechet oamp hag okupet oz ober sakrifis d'an doueoù ha ne c'hellsomp ket an holl da entent[.»]

1576
Référence : Cath p8

[«]Evit-se me lavaro dit ma lignez, ned eo ket evit ma em vantañ, hogen ma em humilañ.[»]

1576
Référence : Cath p9

M. Pe evit piv ez pedit-hu ? D. Pidiñ a ran nompas hepmuiken evidon ma-unan hogen pidiñ a ran ivez evit ma c'herent, ma mignoned, ma madoberourien hag evit an Iliz universel.

1622
Référence : Do. p22

Hon Tad, pehini zo en Neñvoù, / Hoz anv da ve[ze]t santifiet. / Deuet deomp ho rouantelezh. / Ho volontez bezet graet, evel en Neñv hag en douar. / Roit deomp hiziv hor bara kotidien. / Ha pardonet deomp hon ofañsoù, evel ma pardonomp da neb en deveus ni ofañset. / Ha na bermetet ket e kouezh[f]emp e temptasion. / Hogen hon delivret a bec'hed. Amen.

1622
Référence : Do. p18

M. Nag ar pec'hed veniel, peseurt droug a zegas-eñ deomp-ni ? D. Ne ra ket deomp koll ar c'hras, na veritañ an ifern, hogen hon yenaat a ra en karantez hag en servij Doue ha meritoù eus ar poanioù temporel hag hor c'hondu da bec'hed marvel.

1622
Référence : Do. p36

hogen

1659
Référence : LDJM.1 pg mais

M. Evit piv e pidit-hu? D. Pidiñ a ran non seulamant evidon, hogen ivez evit ma c'herent ha mignoned, ha madoberourien, hag evit an Iliz universal.

1677
Référence : Do. p23

M. Nag ar pec'hed veniel, peseurt droug a zigas-eñ deomp ? D. Ne ra ket deomp koll ar c'hras, na meritañ an ifern, hogen hor yenaat a ra e karantez hag e servij Doue, hag e verit poanioù temporel ; hag eñ hor c'hondu d'ar pec'hed marvel.

1677
Référence : Do. p37

Ar spered a zo pront, hogen ar c'hig a zo sempl.

1732
Référence : GReg pg fragile (L'esprit est prompt, mais la chair est fragile dit l'Ecriture.)

marv eo Yann al lue ; hogen kalz iritourien en deus

1732
Référence : GReg pg (Jean) bête (est mort ; mais il a bien laissé des heritiers)

ar brezhoneg ned eo ket ul langaj peñseliet ha marellet, pe, graet eus a veur a hini all, e-c'hiz ar galleg, ar saozneg &. Hogen bez' ez eo ul langaj-vamm, pehini en deus anezhañ e-unan an darn-vuiañ eus e c'herioù, ha n'en deus kemeret nemet bihandra digant al langajoù all

1732
Référence : GReg pg breton (la langue Bretonne n'est pas une langue composée comme la Françoise, l'Angloise, &. mais une mere-langue, qui a la plûpart de les mots de son propre fond)

ya hegon, petra a lavaro gwamm ?

1732
Référence : GReg pg (mais que dira la) femme

Nepred ne vank deomp ar c'hras eus a Zoue, hogen ni a vank alies dezhi, siwazh deomp !

1732
Référence : GReg pg grace (La grace ne nous manque jamais, mais nous manquons souvent à la grace.)

Akordet voa bet d'an hugunoded gant an Edit a Naoned, meur a faver evit o surentez, hag evit egzersiñ o falslezenn ; hogen seizh vloaz ha pevar-ugent goude ez voa dre un eurvad, torret an edit forset ha domajus-se.

1732
Référence : GReg pg (il étoit permis aux prétendus reformez par l') Edit (de Nantes l'an 1598, de &c. mais il a été heureusement revoqué en 1685)

Hogen petra a lavaro ho mamm ?

1850
Référence : GON.II p.93, livre second, « Mais que dira votre mère ? »

Hogen petra en deus lavaret pa en deus klevet kement-se ?

1850
Référence : GON.II p.94, livre second, « Mais qu’a-t-il dit, quand il a appris cela ? »

hogen

1850
Référence : GON.II p.57, Table des Conjonctions simples, "mais".

Ar gwin-mañ a zo mat a-walc'h, hogen egile a oa gwelloc'h.

1850
Référence : GON.II p.77

Selaouit, va merch', ned it ket en ur park all da bennaouiñ, na ned it ket kuit ac'hann hogen en em likit kevret gant va merc'hed.

1850
Référence : GON.II p.101, Buez Ruth.

Me a grede e oa bas an dour amañ ; hogen don eo.

1850
Référence : GON.II pg bâz (Je croyais que l'eau était peu profonde ici ; mais elle l'est beaucoup).

Klevet em eus ez oa merc'hed koant er vro-mañ ; hogen ar re-se ned int ket.

1850
Référence : GON.II p.71

An holl a dleer da garout, hogen e dud dreist-holl.

1850
Référence : GON.II p.68, "On doit aimer tout le monde, mais surtout les siens".

dijentil eo, hogen n'eo ket pinvidik

1850
Référence : GON.II pg dicheñtil, dijeñtil

Chetu ur penn kaer, hogen n'en deus ket a empenn.

1850
Référence : GON.II pg empenn (Voilà une belle tête, mais elle n'a point de cervelle).

hogen

1850
Référence : GON.II pg hégon, hôgen

hogen

1850
Référence : GON.II pg hégon, hôgen

hogen, petra a reot-hu ?

1850
Référence : GON.II pg hôgen

Bet eo en hent, hogen emañ bremañ e-touez e dud.

1850
Référence : GON.II p.67

Houmañ a lavaras dezho : N’am anvit ket Noemi (da lavarout eo, kaer), hogen va anvit Mara (da lavarout eo, c’hwerv), rak an Hollc'halloudeg en deus va c’harget a c’hwervder.

1850
Référence : GON.II p.100, Buez Ruth.

An holl dud a zo marvus ; hogen pep den a c’hoanta bevañ pell.

1850
Référence : GON.II p.63

Kan al labousig a zo berr, m'oar 'vat, n'eo ket hir kennebeut ar Bater : hogen n'eo ket ul labous eo an den, ha marvailhoù n'int ket Paterioù.

1867
Référence : MGK Rakskrid VIII

Ur bleiz, deuet e eskern er-maez eus e groc'hen, o vezañ ma veze ar c'has ouzh en diarbenn, a gavas, war e hent, un hordenn gi nerzhus, lart-toaz ha flour e lêr, ki distailh galloudus. Lammet gant e gilpenn, en tagañ, en dispenn, en diskolp' a-bezhioù, a oa micher Gwilhoù, panevet, a-raok e sammañ, oa ret outañ en em gannañ. Hogen ar c'hi a oa paotr a-vent da ziwall e gig gant e zent.

1867
Référence : MGK p7

Hogen ar brezhoneg a gomzed e Kerzaoulaz, evitañ da vezañ, evel ma welit, bravoc'h eget hini an dudjentil kouezhet dioc'h lost ar c'harr, ne oa ket atav dinamm a-grenn.

1867
Référence : MGK Rakskrid VIII

« Hogen, ouzh va c'hlevet, pa na rit van ebet, / Pa welot en o farkeier, / An dieien vak, dibreder, / Oc'h ober, e pep lec'h, brezel d'al laboused / Gant stignoù, krouglasoù zo, e kuzh, antellet / Evit pakañ evnigoù, / Na nijit mui a biklammoù, / Chomit en ho neizhioù, pe it d'al lec'hioù pell. »

1867
Référence : MGK p15-16

"Lennerien, emezañ, e kentskrid e vojennoù, va brezhoneg-me, ned eo ket brezhoneg naetaet a bep kemmeskadurezh eo; komz a ran evel ma ra an dud hep deskadurezh. C'hoant am bize bet da lakaat e-barzh va labour gerioù gwir vrezhoneg hepken, ha da deurel er-maez ar re c'hallek, pa oan evit kaout ur ger brezhoneg bennak gouest da zisplegañ mat ar pezh am boa em spered. Hogen ar vent hag ar rim a oa ret din sentiñ outo; ken a ris dre heg ar pezh na'm bize ket graet dre gaer. Kement-se a gavis kalet evelkent; setu penaos ez a hor brezhoneg ker da goll !"

1867
Référence : MGK Rakskrid VIII

Hogen, penn kentañ Iliz Jezuz-Krist war an douar eo hon Tad Santel ar Pab ; mes n’oant ket evit tizhout hennezh, da vihanañ bremañ : diwezhatoc’h her graint hag hen digasint d’ar prizon e Frañs.

1877
Référence : EKG.I. p.7

Hogen, e iliz katedral Landreger oa ur volz eus ar re gaerañ, a yoa enni relegoù sant Yvon.

1877
Référence : EKG.I. p.30

Hogen evit se e vezo dezhe ret bezañ poellek en o enklaskoù gant aon rak digemeret tud dibenn, pe re yaouank a spered, pe gouest da dreiñ enep d'ar vro.

1909
Référence : REZI p.19

Hogen, an disterañ ma pella an den diouti, ne gav mui nemet traezh ha mein-ruilh, ne wel ken nemet naered, o tougen an dent anezho hag o reiñ ar marv, oc’h emweañ, oc’h emgemmeskañ, oc’h emgejañ a-gantoù war an douar, ha korc’hwezhadoù-traezh, bannet gant an avel, oc’h emweañ a-gantoù en aer hag en amzer.

1923
Référence : SKET p.17

Hogen, ouzhpenn a zeuio ganin diwezhatoc'h diwar-benn al loened-se, mar bez youl an doueed, kerkoulz ha diwar-benn an holl loened all am eus pledet ganto e broioù ar C'hreistez.

1923
Référence : SKET p.17

Hogen n'emañ ket ar mare nag al lec'h da vont d'an ergerzhadenn-se dre hir gomzoù.

1923
Référence : SKET p.20

Pedet gantañ e zoueed, e tostaas, eta, hag e hopas dezho. Ne dec’hjont ket, hogen ne eilgerjont ket kennebeut ; ne rejont van ouzh e glevout, ne selljont ket outañ.

1923
Référence : SKET p.115

an avel a oa sioul, ar mor peurgompez ha dilusenn ; hogen an oabl a oa karget a valkennoù louet. Ar re-mañ a nije gorrek etrezek ar reter

1929
Référence : SVBV p5

War va gwele edon, hogen n'hellis ket distagañ zoken ur pennad kousk, rak war va spered enkrezet e teue, an eil goude egile, hengounioù va zud-kozh, a droen kein dezho, hag eñvoriou va bugaleaj.

1929
Référence : SVBV p.15

klevout a ran a-walc'h hogen…

1931
Référence : VALL pg (assez) bien

A zo muioc'h : n'eo ket hepken evel brezhonegour, hogen ivez evel douarour eo en deus roet deomp alioù talvoudus.

1943
Référence : TNKN p9

Hogen, pesk ebet ne dostae ; ’m eus aon n’o doa ket naon ar sulvezh-se, sulvezh diwezhañ a viz gwengolo, ha Lukaz, pesketaer dispar, ne gare ket koll e amzer en un takad goullo, na chom da stourm ouzh ar pesked, pa oant mouzet ["mouzhet"] betek an hini diwezhañ.

1944
Référence : ATST p.12

Kalz a dud, reoù a netra, reoù a vrud, o deus skrivet "Memorioù". Hogen ne raent al labour-se nemet war ar c'hozh.

1944
Référence : EURW.1 p5

Koant a-walc'h e oa he dremm, divjod yac'h ha ruz, daoulagad glas, ur c'hoef Kernevadez a c'holoe he blev kistin, hogen he c'horfenn a oa uzet ar voulouz warni, he brozh a oa unan fall hag he zreid noazh ne oant ket gwall naet en he botoù-prenn leun a deil.

1944
Référence : EURW.1 p46

E soñj dezhañ a oa prouiñ, kent e varo, daou dra : Da gentañ, ne oa ket hor c’hentadoù-ni, Bretoned, diskennidi eus Bretoned Breizh-Veur, hogen nized vihan pell an Arvoriz, breudeur d’ar C’halianed.

1944
Référence : EURW.1 p.209

- Me, dimezell, n'on na Tad na porzhier. Pediñ a ran an Aotrou Doue, avat, ma ray diouzhin ur servijer doujus hag ur beleg izel e galon, hogen barrek hag helavar da brezeg E Anv Santel.

1949
Référence : SIZH p.45

Na bras, na bihan, ha kuilh en he gwiskamant seiz du, hogen maouez penn-da-benn he c’horf, gant he roderezh kazhez lizidant, n’oa ket da reiñ dezhi ouzhpenn daou vloaz warn-ugent.

1949
Référence : SIZH p.38

Hogen pa’z eo gwir n’emañ ket war hon tro korf an touell, aesoc’h eo herzel, disteroc’h riskl an argoll… Daoust ma’z eus da ziwall er gouent zoken, rak an Diaoul a zo soutil, lies-stumm, diniver e widreoù !...

1949
Référence : SIZH p.41

Poan en deus : hogen muioc'h c'hoazh a joa gouez en e gig. Didalvez eo outañ pinijenn ar skourjez.

1949
Référence : SIZH p.51

Div edont du-se 'tal ar poull / O ledañ kouez war ar prad, / Hogen er c'harzh e oa eun toull / Ha, kent a se, o c'hleven mat.

1960
Référence : PETO p29

Hogen, mar plij, marc'heg pe floc'h, / Ha goût e c'hellfen piv ez oc'h ?

1960
Référence : PETO p57

Ar gwallon aheurtet zo hep mar / D'an noblañs war dec'h pe vignon pe gar. / Beleg eveldout, hogen unan fall, / E skign dre ar vro brizhkredennoù dall.

1960
Référence : PETO p36

N'oc'h ket techet da sellout pizh en ho melezour. Hogen, gwelet hoc'h eus ur vignonez a wechall hag he c'havet gwall gozh. Teurel a rit pled eus ho tremm. Ha, va Doue, pegen displijus an daolenn !

1973
Référence : HYZH Niv. 88, p. 42, Anjela Duval

Hogen un hantereur goude edo ar c'harr ouzh hor gortoz, hag edomp er gêr a-raok na oa re deñval.

1985
Référence : DGBD p97

Da greisteiz hanter e vez merenn, hogen ne bad ket pell ar predoù, servijet ma vezer buan gant mevelien akuit niverus.

1985
Référence : DGBD p11

Hogen marteze en abeg d'he c'hrizder ouzh va faourkaezh Youenn hag ouzhin-me, e oa chomet ar vazh e-tal an nor.

1999
Référence : KOKE.II p197

P'en em gave gant mignoned, ha pa veze ar gwir d'e c'hrad, e pare en e zaoulagad un dra bennak denek-meurbet ; un dra na dizhe morse ober hent dre e gomzoù evit gwir, met a anade n'eo ket hepken en eztaolioù mut a weler war zremm an den en deus koaniet mat, hogen dreist-holl hag aliesoc'h dre oberoù e vuhez.

2012
Référence : DJHMH p9

Hogen mard eo bet a-holl-viskoazh mil anavezet Ilias hag Odisseia Homeros, den, avat, e Breizh, ha din da c'houzout bepred, ne'n devoa klasket o c'hinnig d'ar vrezhonegerien eus hon amzer-ni en o yezh vroadel.

2016
Référence : ILIAS p3

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux