Skeudenn (delwenn pe daolennadur), anezhi arouez un doue a azeuler.
Azeuliñ an diaouled hag an idoled. Treiñ kein d'an idoloù. Ra yelo an idol-se e poultr hag e ludu !
HS. totem.
Ha pan edoe an impalazr Maksentius, asamblet gantañ en Aleksandri an holl binvidien ha peorien evit sakrifiañ d'an idoloù[,] hag an gristenien pere n'oz deurie sakrifiañ d'an idoloù, en devoa ordrenet ez vizent lekaet d'an marv ;
ha pan edoæ an impalazr Maxentius, assemblet gantaff en alexandrie an oll pinuidien ha peuryen: euit sacrifie dan ydolou[,] hac an christenyen pere noz deurye sacrifie dan ydolou, en defoy ordrenet ez visent lequeat dan marou[;]
1576
Référence :
Cath
p5
[«]Hogen bremañ me c'houlenn ouzhit : pe da dra [da betra] ec'h eus-te asamblet kement-mañ a bobl en ven evit azeuliñ ar sotoni a'n idoloù ?[»]
hoguen breman me goulen ouzit : pezadra ez eux te assemblet quement-man a pobl en vean: euit azuly an sotony an ydolou ?
1576
Référence :
Cath
p6
idol
Idol
1659
Référence :
LDJM.1
pg Idole
azeuliñ ar gwir Doue pe an idoloù
azeuli ar güir Doüe pe an idolou
1732
Référence :
GReg
pg adorer
An diranted a felle dezho kontragn ar sent merzherien da azeuliñ ezañs d'an Idoloù.
An dyranted a fellé dézo countraign ar saent merzeuryen da azeuli ezeñs d'an Idolou.
1732
Référence :
GReg
pg (les tirants vouloient obliger les Saints Martirs d') encenser (les Idoles, de brûler de l'encens devant les Idoles)