Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Ag. (db. an dud) En deus ijin. Un den ijinet-mat. [1944] An aotrou Rees a ziskouezas din e gomis-bras, "ur barzh ijinet", emezañ, Thomas Gwynn Jones. II. Agv. ar verb ijinañ. 1. Skeudennet e spered ub. daoust ma n'eus ket eus an dra-se evit gwir. Traoù ijinet, kaozioù toull ha gaouiat, n'eus tad-kozh Nedeleg ebet ! [2007] Aze hon eus ur surentez, ha n'eo ket ur surentez ijinet, se 'zo ur surentez fetis, ya, fetis... a c'heller arnodiñ. [2013] Bloavezhioù war-lerc'h e krede dezhañ moarvat e silfe aesoc'h e zanevelloù a-dreuz melloù ar gontrollerien mar befent savet e lec'hioù ha koulzioù istorel ijinet gantañ ha mod-se e c'hallfe reiñ buhez d'e vennozhioù. 3. [1923, 1954] Deuet e vennozh e spered ub. e-sell da lakaat an dra-se da vezañ savet da vat gant dafar. [1923] Ijinet e voe gantañ ar bigell, hag eñ eo a rogas, ar c’hentañ, tonnenn c’hlas an douar gant beg kromm e venveg, hag a fizias en irvi an had, an edenn veur, magadur an doueed, an heizenn, a vez diwarni gwazed kreñv ha kadarn, merc’hed kenedek ha fur. [1954] E zoare traken da ziskouez war daolennoù ijinet gantañ kendispenn ar c’horfoù, evel an dourgan pe an trenkgan, a dalvfe, ken fentus ha ma vezent, bezañ displeget a-hed div pe deir bajenn, met allas kalz re a draoù all am eus c’hoazh da gontañ. [1954] Pedet e voe bet e Veurded gant Fallières d’arvestiñ alese ouzh doareoù ur rumm splujerien bras ijinet nevez ’oa. 4. (db. un destenn). Savet, skrivet. [1954] [...] un ton fentus a-walc'h, ha kustum e veze hor martoloded da vouskanañ ar mentoù diwezhañ en ul lakaat dindano gerioù ijinet ganto : "Pare à virer, pare à virer !"

Exemples historiques : 
8
Masquer la liste des exemples

Ijinet e voe gantañ ar bigell, hag eñ eo a rogas, ar c’hentañ, tonnenn c’hlas an douar gant beg kromm e venveg, hag a fizias en irvi an had, an edenn veur, magadur an doueed, an heizenn, a vez diwarni gwazed kreñv ha kadarn, merc’hed kenedek ha fur.

1923
Référence : SKET p.53

An aotrou Rees a ziskouezas din e gomis-bras, "ur barzh ijinet", emezañ, Thomas Gwynn Jones.

1944
Référence : EURW.1 p.128

E zoare traken da ziskouez war daolennoù ijinet gantañ kendispenn ar c’horfoù, evel an dourgan pe an trenkgan, a dalvfe, ken fentus ha ma vezent, bezañ displeget a-hed div pe deir bajenn, met allas kalz re a draoù all am eus c’hoazh da gontañ.

1954
Référence : VAZA p.77, notenn 1

Ac’hanta, diskouez a reas Alfoñs ne oa ket un admiral treuzwisket, ha lammat a reas, gwevn ha skañv evel ur gwiñver, war skeulig an Ernest Renan en ur ober al lu gant e grenerien, rak den all nemetañ ne gredas pignal war vourzh, kaer hor boa seniñ hag adseniñ kan broadel Spagn, un ton fentus a-walc'h, ha kustum e veze hor martoloded da vouskanañ ar mentoù diwezhañ en ul lakaat dindano gerioù ijinet ganto : "Pare à virer, pare à virer !"

1954
Référence : VAZA p.129

Pedet e voe bet e Veurded gant Fallières d’arvestiñ alese ouzh doareoù ur rumm splujerien bras ijinet nevez ’oa.

1954
Référence : VAZA p.185

Bez’ e oa e Priel daou gure, hag ar yaouankañ, an Aotrou Derrienig, a ouie seniñ n’eus forzh petore benveg ijinet er bed-mañ.

1954
Référence : VAZA p.37

Aze hon eus ur surentez, ha n'eo ket ur surentez ijinet, se 'zo ur surentez fetis, ya, fetis... a c'heller arnodiñ

2007
Référence : KASTE p187

Bloavezhioù war-lerc'h e krede dezhañ moarvat e silfe aesoc'h e zanevelloù a-dreuz melloù ar gontrollerien mar befent savet e lec'hioù ha koulzioù istorel ijinet gantañ ha mod-se e c'hallfe reiñ buhez d'e vennozhioù.

2013
Référence : MEKAN pp.13-14

L'Office public de la langue bretonne