I.
V.k.e.
1. Lakaat un imboudenn ouzh ur blantenn.
Imboudañ pechez war brun. Ur gontell da imboudañ.
&
Imboudañ etre koad ha kroc'hen, etre koad ha plusk, etre koad ha rusk : lagadiñ.
2. MEZEG.
Treuzplantañ un organ, un drailhenn wiad eus un hinienn d'unan all.
Imboudañ ur galon (ouzh ub.).
&
(impl. da ak.)
An imboudañ kalon.
3. Dre skeud.
Lakaat udb. d'en em vataat eus udb. all.
Imboudañ ar yezh arnevez war kef ar yezh henvoazel.
II.
V.g. (er gwerzhidigezhioù)
Lakaat uheloc'h priz, teuler war ub.