I.
V.k.e.
1. Glac'hariñ.
Anoaziñ an dud.
2. [1850, 1923, 1927] Feukañ.
[1850] Anoazet hoc'h eus dezhañ.
[1923] [...] ha dre m’o doa aon rak anoaziñ an tri roue deut a geit-all, a blegas, hag, o tigas o c’herniel-evañ [...].
HS. chifañ, gwalennata.
II.
V.g.
1. Bezañ glac'haret.
Ar marc'hadour a anoaze o vezañ ma kolle e bratikoù.
2. Anoaziñ diwar udb. : dont da feukañ abalamour d'an dra-se.
HS. enoeiñ.
Référence :
SKET
p.155, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "froisser, blesser (la susceptibilité de qlqun)".
D’an diwezh, Kadra ha Daga, diwar un damc’hoant-gwelout, ken-ha-ken ha dre m’o doa aon rak anoaziñ an tri roue deut a geit-all, a blegas, hag, o tigas o c’herniel-evañ, o hanter-leugnjont eus an died du m’en em skigne ar c’hwezh-vat anezhañ dre al logell.
D’an diwez, Kadra ha Daga, diwar eun damc’hoant-gwelout, ken-ha-ken ha dre m’o doa aon rag anoazi an tri roue deut a geit-all, a blegas, hag, o tigas o c’herniel-eva, o hanter-leugnjont eus an died du m’en em skigne ar c’houez-vat anezan dre al logell.