Lec'hienn Internet ar strollad, bet krouet e deroù ar c'houlzad-stourm, a zo un doare mat d'en ober, gant ma vo kinniget enni ar prouennoù hag ar menegoù a souten hoc'h arguzennoù hag ho koulennoù.
Gallout a ra ivez an disenterien tuta evit ma vo muioc'h a berzhidi en obererezhioù, diskoachañ kraperien evit stagañ ur giton ouzh ur savadur bennak, peotramant stourmerien barrek war ar poltrediñ hag ar filmañ evit ma chomo skeudennoù a-feson da dalvoudekaat war Internet goude an taol, hag all, hag all...
Stankañ chanterioù, tourterien, chadennoù-frammañ, kefioù ar gourmarc'hadoù, gichedoù, tier-gar, trenioù a gas lastez nukleel, bagoù gant o marc'hadourezh -pa'z erruont er porzh, pa vezont diskarget-, privezioù un aerborzh pe un embregerezh; stankañ al lastez pe al lizheroù pa zegouezhont peotramant pa'z eont kuit; stankañ dour pe bourvezioù -boued...- ur c'huzuliadeg etre pennoù bras ar bed; stankañ ar pratikoù, an embregerezhioù-pourveziñ, prenañ douaroù e-lec'h ma vo staliet ur raktres noazhus [noazus]; stankañ mont ha dont al lizhiri; stankañ ar c'hreizennoù pellgehentiñ; implijout stank-ha-stank standardoù pellgomz, servij al lizhiri, ar gichedoù, ar faksoù hag ar boestoù posteloù; paeañ an tailhoù hag an taolioù kastiz tamm-ha-tamm, paeañ gant fazioù dister graet a-fetepañs -evel paeañ un nebeut kentimoù re, ar pezh a lak an enebourien da goll amzer hag arc'hant-; troc'hañ an tredan, ar pellgomz, Internet...
Chom a ray er gêr gant e bellgomzer hag e urzhiataer liammet ouzh Internet.
Ur vouezh flour en doa, hag un urzhiataer hezoug kennasket d'an internet.
Mots précédents
Mots suivants
interogasion