Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

v.k.e. 1. Kavout gant e spered un doare da ober udb. Itrikañ stumm pe stumm da sikour ar beorien. Itrikañ un doare tumporell vihan. [1954] Soñj hoc’h eus emichañs eus ar c’hloareg diveleget-se na baoueze ket da gas kuit ar venec’h, d’argasiñ al leanezed, da renabliñ madoù an ilizoù, ha d’itrikañ taolioù ken kaer all. DHS. ijinañ, irienniñ, steuñviñ. 2. Ent strizh Prientiñ un taol gwidre bnk. en e spered. Oc'h itrikañ petra emaout aze ? 3. (impl. dirak un av.) ITRIKAÑ OBER UDB. : dont war spered ub. ober udb. N'o doa ket itriket ar merc'hed troc'hañ o blev. [1954] [...] rak hervez ar reolenn ret e veze dezho diskenn er porzh da seizh eur, tapout pep a fuzuilh, mont ha dont, redek, lammat ha sailhat gant ar benveg-se war o skoaz, gourvezañ hag ober kement tra all itriket gant ur c'harter-mestr "sako" evel ma veze graet diouzh ar fuzulherien.

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

Soñj hoc’h eus emichañs eus ar c’hloareg diveleget-se na baoueze ket da gas kuit ar venec’h, d’argasiñ al leanezed, da renabliñ madoù an ilizoù, ha d’itrikañ taolioù ken kaer all.

1954
Référence : VAZA p.56

Kent na lakais troad er c'hazarn, e tlee an deskarded sonerien sevel un tammig abretoc'h ar Meurzh hag ar Gwener, rak hervez ar reolenn ret e veze dezho diskenn er porzh da seizh eur, tapout pep a fuzuilh, mont ha dont, redek, lammat ha sailhat gant ar benveg-se war o skoaz, gourvezañ hag ober kement tra all itriket gant ur c'harter-mestr "sako" evel ma veze graet diouzh ar fuzulherien.

1954
Référence : VAZA p.83

Aotre ’voe roet dimp da vale war gein al loen-euzh-se, heñvel ouzh un enezennig, ha mirout a ris e-pad bloavezhioù un tamm eus e groc’hen am boa itriket ober gantañ ur yalc’h[-]vutun eus ar freskañ.

1954
Référence : VAZA p.105

Difenn a reomp neuze an doareoù boas da itrikañ ha da zornata ar strolladoù tud.

2015
Référence : DISENT p89

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux