— Ar pezh a zo gwir, eme Jarlig kozh, sant Kireg a wenve hag a ziwrienne ar goañvennoù, an darouedennoù, ar gwenaennoù ; sant Melar a roe nerzh d’ar vugale blank ; sant Kado a yac’hae ar goulioù, sant Urlo ar remm, sant Kirio ar gorioù ; santez Roza a zigase laezh e bronnoù disec’het ar mammoù ; sant Herbot a wellae al loened, ha Gwerc’hez Itron-Varia ar Jaou a sederae, a sklaerijenne ar speredoù klañv gant an displijadur…
Harp ouzh spled-houarn ur chapel-gostez, - tronañ a rae enni Itron[-]Varia ar Rozera, fichet kran en he sae hir voulouz mouk-, edo daoulinet ur vaouez du-wisket, o pediñ, stouet e fenn ganti.
Mots précédents
Mots suivants
itsogo