1. Skeudenn, koublet ar rannoù anezhi, neuz korf un den dezhi, a dalvez da batrom d'al livourien, d'ar gizellerien, h.a.
2. (er stalioù dilhad b.a.)
Delwenn a dalvez da ginnig an dilhad d'ar brenerien, d'o lakaat war wel en ur rakstal pe e rannoù ur stal.
3. Skeudenn lu, digempenn, gros, neuz un den dezhi.
Ur jak plouz a voe savet da vlein ar gwez.
DHS. jakedenn, spontailh.
&
Trl. skeud. (db. ar c'houbladoù tud)
Troc'hañ ur jak da ub. : e zilezel evit mont gant ub. all.
4. Diw. c'hoap
Istrogell, den gwisket-droch.
DHS. furlukin.