Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. Ofiser zo e penn un arme pe ur gevrenn vras anezhi. Ur jeneral a arme. 2. Ofiser zo gantañ unan eus ar rezoù uhelañ a c'haller kaout en arme-aer pe en arme-zouar. Aet e oa ar vrud ne zeufe ket ar jeneral. Dreist d'an holl jeneraled. 3. RELIJ. Den zo e penn un urzh relijiel. Jeneral ag un urzh.

Exemples historiques : 
24
Masquer la liste des exemples

jeneral

1499
Référence : LVBCA p104 (idem)

bezañ e roer d'ar jeneraled an holl enor vez a ur c'hombat gounezet

1732
Référence : GReg pg attribuer (on attribuë aux generaux tout l'honneur du gain d'une bataille)

koronal jeneral

1732
Référence : GReg pg colonel (general)

Ar jeneral-hont en deus ur gouarnamant kaer

1732
Référence : GReg pg (ce General a le) commandement (beau)

an tadoù jeneraled eus an urzhoù relijiuzed

1732
Référence : GReg pg general (Les Generaux d'ordres.)

jeneral a arme

1732
Référence : GReg pg general (General, celui qui commande l'armée en chef.)

jeneral war un arme

1732
Référence : GReg pg general (General, celui qui commande l'armée en chef.)

ar jeneraled eus an armeoù

1732
Référence : GReg pg general (Les Generaux d'armée.)

jeneral eus a un urzh

1732
Référence : GReg pg general (General d'un ordre Religieux.)

tad jeneral eus a un urzh

1732
Référence : GReg pg general (General d'un ordre Religieux.)

ar jeneraled eus an urzhoù relijiuzed

1732
Référence : GReg pg general (Les Generaux d'ordres.)

En urzh Sant Frañsez ez eus tri zad jeneral : ar c'hentañ eo hini an tadoù Kouventualed, an eil eo hini Santfrañseziz, an drede eo hini ar Gabusined.

1732
Référence : GReg pg general (Dans l'ordre de saint François il y a trois Generaux : le premier est celui des Peres Conventuels, ou Cordeliers à la grande manche, qui est la premiere branche de l'ordre : le deuxiéme est celui des Peres Observantins, ou Cordeliers, des Peres Recollets, des Soccolans, Arabides, des Penitens &c. Le troisiéme est celui des Peres Capucins.)

jeneral ar jeneraled

1732
Référence : GReg pg generalissime

D’ar c’houlz-se ivez, ur jeneral hanvet Canclaux, a yoa, en hanv ar republik, o kas an traoù en-dro e Bro-Leon a-bezh.

1877
Référence : EKG.I. p.264

— An traoù-se ne sellont ket ouzhin-me. N’eus ket gourc’hemennet din lavaret deoc’h perak on deuet d’ho kerc’hat, n’em eus ken urzh nemet d’ho kas da brizon Lesneven. Evelato e c’hellan lavaret deoc’h oc’h tamallet diwar-benn gwall draoù. Klevet [e]m eus lod anezho gant ar jeneral Canclaux, a ra stad bras ac’hanon.

1878
Référence : EKG.II p.61

Da zibenn 1871, kamp Conlie a voe stlabezet, ha ma zad, c'hoant dezhañ brezeliñ hag ober un dra bennak a dalvoudus [sic, dalvoudegezh], a yeas gant e gompagnunezh da ginnig e servijoù d'ar jeneral Cathelineau, a oa o kemenn en Añje war ur c'horf savet gantañ, e anv « Les Volontaires de Cathelineau », stag ouzh arme al Loire.

1944
Référence : EURW.1 p12

A-raok dimp distreiñ d’hor rejimantoù da echuiñ hon amzer, e teuas ar jeneral Donop, mestr an 10vet korf-arme, da dremen an azgwel warnomp.

1944
Référence : EURW.1 p.198

Klevet am eus ivez digantañ En revenant de la revue, son ar jeneral Boulanger, ken brudet ur mare ’voe : Nous avions emporté / De quoi pour boulotter…

1954
Référence : VAZA p.118

Bez’ e oa enni e[n]-dro d’o mestr ur bern jeneraled ha ministred stipet eus ar c’haerañ, met gant liv ar marv en o c’herc’henn rak aet e oa moarvat o c’halonig e foñs o bragoù.

1954
Référence : VAZA p.129

A betra ’oa kiriek ar gwaz-mañ, n’ouzon ket ; marteze n’en devoa graet droug ebet, rak ’m eus aon, e pep bro e tibaber tud feuls-tre da vezañ jeneraled…

1955
Référence : VBRU p.31

[...] eno, en ti brav-se. Ha dreist-holl er c’havioù dindanañ, e c’houzañvas merzherinti hag e skuilhas o bannac’hig gwad Doue hepken a oar pegement a dud, noblañs ha kouerien, bourc’hizien koulz ha micherourien pe jeneraled, paour pe binvidig, kozh ha yaouank, paotred ha merc’hed, n’eus forzh, rak ne veze sellet berr nag ouzh oad pe beadra, nag ouzh stad nag ouzh orin : en ur ger, ouzh tanfoeltr netra.

1955
Référence : VBRU p.52-53

An deiz-se end-eeun, e-keit m’edon gant va merenn e ti-hent-houarn Wilhelmstrasse e Berlin, e oa er sal-prejañ ur bern koronaled pe jeneraled, ken stank ar bagad anezho evel pa vijent bet diwanet eno diwar had, ha war lein tog arc’hant lies-hini [lies hini] e weled ur c’haer a erer daoubennek o tisplegañ e zivaskell.

1955
Référence : VBRU p.30

Ne oa ket ano da vont goude etrezek Kreizafrika. Rak kouezhet e oa ar vro-se, e miz du '40, etre daouarn ar re a oa a-du gant ar Jeneral de Gaulle.

1985
Référence : DGBD p6

Un dalc'hiad gredus eus ar juntenn e oa. Sorc'henniñ a rae er jeneral Angelis.

2015
Référence : EHPEA p379

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne