I.
V.g.
1. Tabutal.
Na gabalit da glask penaos e oa. Pa zigor freuz eo kabalat.
2. Ober reuz.
Perak kabalat er mare-mañ end-eeun ?
3. Hastañ buan.
Ret e veze kabalat rak ar gousperoù ne c'hortozent ket.
II.
Impl. dirak un av. degaset gant an ar. da
1. Difretañ (a-raok seveniñ udb.).
Al laboused a gabal da zastum ar preñved.
2. Hastañ (ober udb.).
Hemañ a gabale d'en em zizober eus e labour.
En deiz-se e veze kabalet da lenn abretoc'h. Kabalet e veze da galzenniñ ar foenn.